Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Wikipedia:Na c'hoariit ket ho peulke

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Piv a c'hall displegañ din ster ar frazenn?

Daoust ma ne c’hell den ebet tarzhañ er-maez ur beulke (peogwir ez afe an den-se da veulke ivez), n’eo ket brav an emzalc’h-mañ. Neuze, chomit hep bezañ ur beulke.

Trugarekaat.Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 08:39 (UTC)[respont]

Lakaomp e ran anaoudegezh gant un den bennak nevez deuet er raktres hag e soñjan eo sot ar pezh lavaret, skrivet, graet gant an den-mañ. Ma glaskan skarzhañ (ha n’eo ket tarzhañ, ar pezh am eus skrivet dre fazi) an den-mañ diouzhtu er-maez eus ar raktres ez on beulke ivez. Gwelloc’h eo klask komz gantañ, klask kompren e emzalc’h. Met bezañ degemeret daoust d’un emzalc’h fall n’eo ket un abeg da vezañ beulke, kentoc’h un abeg da glask en em wellaat. Huñvreüs (kaozeal) 29 Meu 2022 da 09:15 (UTC)[respont]
Marteze n'eo ket d'un IP, hag a vez o klask lakaat dizurzh en ti, da lavarout d'an izili a labour amañ abaoe ouzhpenn dek vloaz penaos e rankfent labourat : https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Wikipedia:Na_vezit_ket_beulke. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 12:53 (UTC)[respont]

An emzalc’hioù zo pouezus, an dud n'int ket : n'eo ket posubl gwelout ur frazenn evel-se en ur wikipedia, a zo graet evit an dud, evit an holl dud. N'ouzon ket pe ster zo d'ar gerioù e penn an hini a skriv, met evit al lennerien eo e skriver, n'e'o ket evit an "ego". Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 12:57 (UTC)[respont]

Klasket am eus sklaeraat. Din e talv ar frazenn-mañ: pa ra un den bennak un dra bennak, ne zlefer ket respont d’an den, met kentoc’h d’ar pezh a zo bet graet. Huñvreüs (kaozeal) 29 Meu 2022 da 13:32 (UTC)[respont]
N'eo ket meuleudi zo d'ar pennad er yezhoù all... abalamour da seurt frazennoù moarvat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 14:01 (UTC)[respont]

Kalz a veskaj a, gavan:

*Na glaskit ket lakaat an dud da grediñ traoù faos. Na vezit ket beulke!
Bezañ beulke zo krediñ n'eus forzh petra; lakaat an dud da grediñ traoù faos zo bezañ dizonest. Poutin n'eo ket beulke. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Meu 2022 da 14:08 (UTC)[respont]
Marteze ez eus ur ger gwelloc’h evit treiñ jerk? Huñvreüs (kaozeal) 29 Meu 2022 da 14:13 (UTC)[respont]
Ar skrid n'eo ket un droidigezh rik eus ar pennad saoznek er yezhoù all, met lod zo gwell eget an hini gallek bepred.
Ar skrid zo un tammig n'eus forzh petra. Pell-pell-bras diouzh live ar pennadoù holloueziadurel a c'houlenner e wikipedia (hep kaozeal eus ar "goulennoù daveoù" . Dereatoc'h e vije evel "wikipedia:ali personel" Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 12:25 (UTC)[respont]
N’eo ket ur pennad met un arnodskrid. Hemañ zo brudet, met gallout a ra pep hini kemm anezho hag aozañ re nevez. Huñvreüs (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 20:38 (UTC)[respont]