Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Merourien ha Burevidi

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kinnig 1: lamet e vo kuit e wirioù merour/bureviad digant un implijer ma chom hep implijout an ostilhoù merour/bureviad e-pad 1 bloaz (gwelout [1])

a-duBianchi-Bihan 18 Gen 2012 da 08:11 (UTC)[respont]

Kinnig 2: lamet e vo kuit gwirioù merour/bureviad digant un implijer ma chom hep implijout an ostilhoù merour/bureviad e-pad 2 bloaz (gwelout [2])

YA A-du on, goude daou vloaz ne zistroio ket un den a zo paouezet gantañ skrivañ war wiki -- Lekemok (kaozeal) 5 Ebr 2013 da 19:16 (UTC)[respont]

Kinnig 3: gallout a raio ur merour goulenn digant ur bureviad na vezañ merour ken e-pad ur bloaz ma soñj dezhañ e vo ezvezant e-kerzh ar bloaz-se, ha kemer en-dro ar c'harg merour ar bloaz war-lec'h en ur goulenn digant ur bureviad adarre. --Gwendal 17 Gen 2012 da 17:35 (UTC)[respont]

a-enep. Bianchi-Bihan 18 Gen 2012 da 08:11 (UTC)[respont]
Ne welan ket penaos e c'hell un den ober ur raktres chom hep kemer perzh e-pad ar bloavezh ha spi distreiñ ingal war-lerc'h. -- Lekemok (kaozeal) 5 Ebr 2013 da 19:16 (UTC)[respont]

Kinnig 4: Pa savo bec'h etre ur c'henlabourer hag ur merour diwar-benn ur pennad n'en do ket gwir ar merour-se na da serriñ kont ar c'henlabourer na da vorailhañ ar pennad hep goulenn ali ar verourien all. Bianchi-Bihan 17 Gen 2012 da 18:07 (UTC)[respont]

Kinnig 5: Ur merour n'en do ket gwir da nac'h divorailhañ ur pennad pa vo goulennet outañ gant ur c'henlabourer, ma n'eus den o vont a-enep ar goulenn. Bianchi-Bihan 17 Gen 2012 da 18:10 (UTC)[respont]

Kaozeadenn

[kemmañ ar vammenn]

Goulennoù m’eus :

  • E-barzh ar c’hinnigoù 1 ha 2, perak 1 pe 2 bloaz ? Perak pas 6 miz pe ur padelezh all ? War an Wikipedia saoznek zo 1 bloaz (en:WP:INACTIVITY) ; war an Wikipédia gallek zo 6 miz ha goude 1 bloaz (fr:WP:ADMIN).
  • Petra zo dioberiant rik ? Nemet an ostilhoù (dre adminstats) pe tout an degasadennoù (dre Dibar:Degasadennoù) ? Ne cheñch ket kalz benn ar fin, pas zo un den aet kuit ne vet implijet e ostilhoù pe graet degasadenn. Met an diforzh zo pouezus memestra hervezon.
    • Ur merour n’eo ket ret da implij e ostilhoù met arabat eo da virout e wirioù pa ne vez ket implijet anezho ; start eo da gavout ar c’hempouez.
  • Piv vo e karg da c’houlenn gant an stewarded da « diverouriañ » ?
  • Petra zo an diforzh etre ar c’hinnig 4 hag Wikipedia:Merourien#Ar pezh eo arabat d'ar verourien ober ? (evidon zo trawalc’h ar bajenn-mañ, n’eus ket ezhomm ouzhpenn).

Trugarez da Gwendal da lañs en-dro ar koazeadenn kroget tost ur bloaz dija (An davarn/sizhunvezh 16, bloaz 2011).

A galon, VIGNERON 20 Gen 2012 da 08:21 (UTC)[respont]

Martez n'eus diforc'h ebet. Met pa veze graet n'eus forzh petra gant Kadwalan, ha na gomprene er reolennoù nemet ar pezh a blije dezhañ, n'em eus gwelet merour all ebet o lavarout netra dezhañ. Mat eo e larfe ar gumuniezh e ali war se. Bianchi-Bihan 20 Gen 2012 da 09:37 (UTC)[respont]

Ur sell all

[kemmañ ar vammenn]

Evit ur Wikipedia bras e komprenan mat an ezhomm da gaout ur skipailh merourien oberiant ha frammet, ha neuze doareoù evit merañ ar strollad-se. Evit ar pezh a sell d'hor wiki-ni ne welan ket petra a zegas da Wikipedia e brezhoneg kaout ur prantad war-lec'h pehini e vo tennet gwirioù ur merour dioberiant.
Ur merour dioberiant ne ra ket a zroug da zen ebet pa ne vez ket war Wikipedia, ha padal e c'hell bezañ talvoudus-tre pa tibab distreiñ. Soñj 'm eus bezañ bet gwelet Ex-Smith o tistreiñ prim ha krag evit diskoulmañ ur gudenn gant un IP a oa o plantañ reuz, ha ne oa ket eñ o labourat alies amañ. Lakomp e vefe bet tennet e wirioù dezhañ n'en defe gellet ober tra ebet.

Ur c'hinnig all a savan eta.
Derc'hel a ra pep merour e wirioù hep tamm skoilh amzer ebet, met gellout a ra bezañ tennet e wirioù dezhañ evit abeg pe abeg evel-just.
Ur merour a fellfe dezhañ e vefe tennet kuit e wirioù dezhañ a c'hell goulenn kement-se digudenn.
A galon --Y-M D (kaozeal) 21 Gen 2012 da 12:56 (UTC)[respont]

Pa welan ne vez ket barnet fazioù ar verourien em eus an disfiz brasañ. Se zo kaoz ez on a-du a-grenn evit bevenniñ (dreist)gwirioù ar verourien dreist-holl pa reont ganto a-enep al labourerien. Bianchi-Bihan 21 Gen 2012 da 13:15 (UTC)[respont]
N'eus tra ebet da welet ar pezh a lavarez gant ar goulenn bet savet amañ. Komz a rez te deus "dreist-gwirioù" pa vezomp ni o komz deus statud ar merour. Peur e paouezi da randoniñ ar memes klemmichadennoù war un afer n'eus ket diouti ken ?! Deomp da draoù all. --Y-M D (kaozeal) 21 Gen 2012 da 13:59 (UTC)[respont]

Kement-se n'eo nemet ur gunujenn taolet ouzh ali ur c'henlabourer, hag un dagadenn ad hominem, ha n'eo ket tre un doare dereat da gas ur gaoz en-dro. Bianchi-Bihan 21 Gen 2012 da 14:36 (UTC)[respont]

Ur gunujenn a lavarez, n'eo ket avat. Un evezhiadenn tra ken, evit gellout komz deus danvez ar c'hinnigoù graet amañ (war padelezh ar statud merour goude bezañ dioberiant) ha n'eo ket deus traoù all (pajennoù a zere gwelloc'h a vo kavet evit kaozeadennoù all). A galon --Y-M D (kaozeal) 21 Gen 2012 da 18:50 (UTC)[respont]

Lenn a ran an titl, n'eus anv ebet eus padelezh. Plijout a ra din an dud a laka ar re all da c'henaoueien met n'on ket prest da zegemer an evezhiadennoù taolet war un ton ken rok. Kustum on ouzh un tammig muioc'h a zoujañs ouzh al labourerien. Kompren a rez an traoù evel a garez. Ar re all ivez a oar lenn ha gwir o deus da gompren evel a geront ha da gavout dizereat pa vezont kaset da sutal. Bianchi-Bihan 21 Gen 2012 da 19:17 (UTC)[respont]

Kaset da sutal, na petra c'hoazh. N'out ket bet kaset da sutal tamm ebet. Bevañ a rez an traoù evel ma fell dit, met plijet e vefen gant ur gaozeadenn a vefe war an danvez ha n'eo ket war piv n'eus graet petra da biv na peur... --Y-M D (kaozeal) 21 Gen 2012 da 19:32 (UTC)[respont]

Ar c'haozeadennoù n'int ket graet evit ober plijadur da unan bennak met evit reiñ tro d'an holl da zisplegañ o ali. Bianchi-Bihan 22 Gen 2012 da 08:49 (UTC)[respont]

N'on ket a-du tamm ebet ganit Y-M D hag e tisplegin perak, met plijet da gaout un ali disheñvel diouzh va hini on. Ar skouer a roez eus ar merour dioberiant hag a zeu evit diskoulmañ ur gudenn a IP a zo mat evit ur merour hepken (gwelout a c'heller n'eo ket ar merour-mañ tizhet gant va c'hinnigoù), an hini nemetañ eo a zo distroet. Ne ra ket ur merour dioberiant a zroug, gwir eo, met ne ra ket a vat kennebeut, n'eo ket peurbad an Den. Tu vefe d'ur merour tennet e garg digantañ goulenn ar c'harg-se en-dro digant ar wikipedourien. Ur samm eo bezañ merour hag e komprenan mat e kuitafe an dud, e-pad ur mare, buhez ar wiki. Setu perak ez eus eus va zrede kinnig.--Gwendal 23 Gen 2012 da 20:35 (UTC)[respont]

Savet em eus ur goulenn heñvel war bajenn an tavarn ar sizhun-mañ hag evurus on o welout ez eus bet savet ur goulenn gant Gwendal, ha kerseet o welout eo bet savet ur bloaz zo. Setu ar pezh em boa c'hoant da ouzhpennañ :

  • Din-me ar gudenn n'eo ket tre tennañ ar gwirioù eus ur bureviad pe ur merour a chom e-pad pell hep embann war wiki met kentoc'h penaos ha pegoulz erlec'hiañ anezhañ. Evel ma en deus lâret Y-M D, ur merour ha n'eo ket gwall oberiant a c'hall distreiñ evit ur gudenn bennak hep bezañ bet embannet netra gantañ ar mizioù a-raok. Met kaout nemet 2 pe 4 merour oberiant (mui pe vui) ha bureviad oberiant ebet a zo ur gudenn. Neuze pegoulz sevel dilennadegoù evit dilenn tud-all.
  • D'am soñj ur vureviad ha ne embann ket e-pad daou vloaz (ha gant "ne embann ket" e lavaran ne ra netra, na gemmañ ar pennadoù evit lakaat traoù nevez, na reiñ aotre d'ar robotoù na netra all) a zo ur vureviad ne zistroio ket. Ret eo neuze erlec'hiañ anezhañ gant dilennadegoù nevez, e-touesk ar verourien a zo oberiant.
  • Memes tra evit ur merour. Ret eo sevel un dilennadeg evit dilenn e-touesk an implijerien unan-bennak a youl vat. Ur merour aet da vureviad a zlefe bezañ erlec'hiet ivez din-me, nemet ma'z eus trawalc'h a verour evit ober al labour.
  • Evit kinnigoù Bianchi-Bihan, daoust ma'z int a-bouez ha reizh, n'eo ket ar plas mat evito. Mat 'vije sevel ur bajenn-all evito.

Trugarez da Wendal evit lakaat ac'hanon da zont amañ. -- Lekemok (kaozeal) 5 Ebr 2013 da 19:37 (UTC)[respont]