Wikipedia:Kendivizoù reolata/Merourien ha Burevidi

Eus Wikipedia
Politikerezh ofisiel a-fed merourien ha burevidi
Pal ar bajenn-mañ a zo sevel divizoù a-stroll evit kendoniañ an doare merañ er Wikipedia brezhonek

Un diviz a zo da gaout war statud ar merourien hag ar burevidi

Kinniget eo deoc'h, amañ da-heul, mont en-dro an diviz.
Sellit ouzh ar bajenn kaozeal evit gouzout hiroc'h war an divizoù war ober, lenn ali ar wikipedourien all ha reiñ hoc'h hini.

Mont en-dro[kemmañ ar vammenn]

  1. Un diviz a vo aozet da gentañ
  2. Diwar an divizoù e vo kinnigoù (disheñvel ?)
  3. Ma 'z eus ezhomm e vo aozet ur vouezhiadeg a-benn divizout

Diviz[kemmañ ar vammenn]

Aozet e vo un diviz hag a bado keit ha ma vo mennozhioù ha kinnigoù nevez o tont war wel.

Kinnigoù[kemmañ ar vammenn]

Renablet e vo ar c'hinnigoù bet graet gant ar wikipedourien e-pad an diviz.

Mouezhiadeg[kemmañ ar vammenn]

E-pad 2 sizhun e vo digoret ur prantad mouezhiañ a-benn divizout peseurt kinnig a vo kemeret da bolitikerezh ofisiel Wikipedia brezhonek, e-keit ar mare-se e c'hello kenderc'hel an divizoù evel-just.


+ Evit gallout votiñ e ranker :

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe 4 miz d'an nebeutañ;
  • Bezañ oberiant war ar wiki brezhonek, da lavaret eo kaout 200 degasadenn d'an nebeutañ;
  • Sinañ gant e anv implijer/ez (lakaat 4 zildenn ~ pe klikañ war ar boestig gant tresadenn ur c'hreion);