Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 16, bloaz 2011

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

18/04/2011 — 24/04/2011

Skrivañ un dra bennak er c'hwezekvet sizhun eus 2011 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Merour ebet ?[kemmañ ar vammenn]

Abaoe 100 devezh, ur merour hepken oa bet oberiant ba’r Wikipédia e brezhoneg : Y-M D (trugarez dit !) [1]. Abaoe ur vloaz, daou hepken : Y-M D hag Ex-Smith [2] ha pevar abaoe daou vloaz [3] (gant Neal ha Fulup). En tu all, ar votadeg diwezhañ oa e viz Kerzu 2009 !

D'am soñj, poent eo da sevel votadeg ha marteze da diverouriañ ar re-kozh (Ch. Rogel, Aoineko, ha Kadwalan da skouer).

A galon, VIGNERON 18 Ebr 2011 da 08:18 (UTC)

A-du ganit. N'eus merour ebet e bro ar wikioù evit ar poent. Perak n'o deus ket roet o zilez c'hoazh ? Ha daoust hag eñ e ouezont e c'hellont en ober ? Penaos tizhout anezho ? E mod-all ez eus tu da labourat gant dreistmerourien (merourien hollek) met n'int ket brezhonegerien. Ma 'z eo mallus, ez on a-du da lakaat va anv evit bezañ merour ha kempenn pep tra. VIGNERON, te a c'hellfe lakaat da anv ivez, ur skiant-prenet bras 'peus.--Gwendal 18 Ebr 2011 da 13:12 (UTC)
N’on ket sur me fell din bezañ merour ur wezh all (5 wezh merour on dija !). N’am eus ket amzer evit bezañ oberiant peplec’h (ha ma brezhonge n’eo ket brav-tre c’hoazh).
Menozh mat dit bezañ merour (anavezout a rez ar ostilhoù c’hoazh).
War meur a Wikipedia oa aozet votadeg evit ar merourien dioberiant (da skouer : fr:Wikipédia:Prise de décision/Administrateur/Suspension et retrait du statut en cas d'inactivité prolongée ou de démission). Ur pajenn zo war meta ivez (met disonjet moa pelec’h).
A galon, VIGNERON 19 Ebr 2011 da 11:31 (UTC)
Gwir eo ne vez ket un toullad a verourien oberiant. Ez personel e vin un tamm dieuboc'h a-benn un nebeut devezhioù. Derc'hel a ran da heuliañ a pezh a c'hoarvez amañ, ha prest on bepred d'ober war-dro an traoù mallus pa vez ezhomm. Er mare-mañ n'am eus ket gwelet an neb a dra chalus (war bouez un nebeut freuzadennoù hag a zo bet graet war o zro). Gellout a raimp neuze komz eus ar c'hinnigoù bet graet a-us, hag aozañ tre pe dra ma vo ezhomm.
G.S : Klask a rin ober war-dro ar pajennoù da nullañ a-benn nebeut. A galon --Y-M D (kaozeal) 20 Ebr 2011 da 21:45 (UTC)

Labour merour[kemmañ ar vammenn]

Un tamm labour evit ar verourien. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Facebook&action=historysubmit&diff=952895&oldid=947661 Bianchi-Bihan 19 Ebr 2011 da 21:42 (UTC)

N'eo ket gwir labour evit ur merour. Diskoulmet oa gant F. F. Fjodor. A galon, VIGNERON 20 Ebr 2011 da 08:56 (UTC)
Serriñ kont ur freuzer n'eo ket labour merourien ken? 'ouien ket. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2011 da 11:06 (UTC)
Graet Urzh a zo bet lakaet en ti. --Y-M D (kaozeal) 20 Ebr 2011 da 21:50 (UTC)

Yannick Plantec[kemmañ ar vammenn]

Petra eo an afer "en-dro"-se? An holl dud o deus un "en-dro", hag un dro-war-dro. Ma soñj kentañ: pe diskouez an dalvoudegezh, gant un anv dereat, pe skarzhañ. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2011 da 08:49 (UTC)

N'on nemet un deskardez. Klask a ran ober evel ar re all :). (Endro Jean-Michel Veillon a zo Jakez Pellen, etc. endro Kristof Ar Menn a zo Erik Marchand, etc.) --Teñsor Jambou 23 Ebr 2011 da 15:57 (UTC)
Klask a raen kompren. Kenlabourerien ne vefe ket ur ger gwelloc'h? Met daoust ha kavout a reer kemend-all er yezhoù all? Bianchi-Bihan 23 Ebr 2011 da 16:29 (UTC)
Pe "Komperien" (ur ger berroc'h eget "Kenlabourerien") marteze. "Entourage" a vez skrivet e fr, "Associated acts" en en, "Artistas relacionados" en es. --Teñsor Jambou 25 Ebr 2011 da 14:10 (UTC)

Pajenn disheñvelout/Oad[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h,
Penaos:

  • 1- Krouiñ ur bajenn disheñvelout "Oud". Ur bajenn "Oud" (stêr) a oa bet krouet dija.
  • 2- Lakaat an oad en infobox Arzour. War Wikipedia fr e vez skrivet âge = oui.
Evit ar poent 1 e c'hallez sevel ur bajenn: Oud (disheñvelout).--Trec'hlid mitonet 23 Ebr 2011 da 16:19 (UTC)
Mersi dit. --Teñsor Jambou 23 Ebr 2011 da 17:23 (UTC)
N’eus ket ezhomm Oud (disheñvelout). Oud zo trawalc’h. Great ’m eus un adkas hag ouzhpennet ’m eus ar IWLoù. Cdlt, VIGNERON 25 Ebr 2011 da 15:55 (UTC)

Sonerien[kemmañ ar vammenn]

Kalz a bennadoù db sonerien zo bet krouet nevez zo. Betek-hen ne veze ket kaoz eus skrivagnerien ha n'o doa graet levr ebet, nag eus sonerien ha n'o doa graet pladenn ebet. Pegoulz eo bet kemmet politikerezh ar wikipedia? Bianchi-Bihan 24 Ebr 2011 da 07:42 (UTC)

N'eo ket gwir. Krouet e oa bet pajenn Anne Auffret e miz Even 2010. Ar pladennoù a zo bet lakaet ganin war he fajenn nevez zo. Petra eo politikerezh ar wikipedia evit pezh a sell ouzh pajennadoù ar sonerien? --Teñsor Jambou 25 Ebr 2011 da 14:22 (UTC)
Evel-just n'eus kudenn ebet gant kanerien evel Anne Auffret, peogwir e ouzomp he deus graet meur a bladenn. Met unan zo, a gredan, gant ar sonerien eus strolladoù : lakaomp, ne vo ket graet ur pennad evit pep soner eus ur strollad, eo? Ar pladennoù a vez graet gant anv ar strollad warne, ha n'eo ket gant anv pep soner peurvuiañ. N'eo ket nemet un ali a roan, goulenn a ran e vije lavaret sklaer ar reolenn gant ar verourien, ma'z eus ur reolenn evel-just. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2011 da 17:30 (UTC)
1- En ur holloueziadur eo ret kavout pep tra diwar-benn an dud a vez meneget ennañ, d'am soñj.(-->*) E-barzh meur a strollad e son kalz sonerien meur a venveg-seniñ alies. Hag asambles gant meur a gomper e kan ar ganerien alies. Ur bladenn hepken a zo bet enrollet gant W (e-barzh ar strollad DEF e 2011 da skouer), met sonet en doa-eñ e-barzh ar strollad ABC etre 2005 ha 2007. Perak ket menegiñ an traoù-se war e bajenn? Kanañ a ra X kan-ha-diskan asambles gant he mignonez Y ha rock e galleg asambles gant ar c'haner Z. Perak ket menegiñ an traoù-se war he fajenn ivez ? Ha memes tra evit U ha V, kanerezed yaouank. Pladenn ebet enrollet ganto daoust dezho bezañ klevet e pep fest er c'horn bro. Perak ket krouiñ ur bajenn evit pep hini anezho? N'int ket ken brudet hag Anne Auffret met kanerezed kan-ha-diskan int ivez. (*) Un tamm berr eo ma fajennadoù evit c'hoazh, met gant spi e skrivin muioc'h pa vo gwelloc'h ma brezhoneg. 2- Kavout a reer pajennadoù diwar-benn ar pladennoù: fr:Discographie de Denez Prigent Nolwenn Korbell. Listennoù talvoudus eo anvioù ar sonennoù? Perak ket skrivañ ur bajennad(ig) diwar-benn pep soner/kaner neuze? 3- Dre grouiñ kalz pajennoù e vo gounezet un toullad plasoù gant rann vrezhonek ar wikipedia, neketa? 4-Ne ran forzh. :D A benn-ar-fin e rin evel ar verourien. --Teñsor Jambou 25 Ebr 2011 da 20:44 (UTC)
Respontet mat. N'eus merour ebet ken, setu e c'hallez ober pezh a garez. Un draig dister: e-lec'h "perak ket" (diouzh ar c'hiz, siwazh) e c'hallfes ober, gwechig an amzer, gant "n'hallfemp ket?" pe "perak ne vije ket?" , pe un draig evel-se? Me 'ra gant "petra 'vir(je)" ivez, plijus er genoù. Bianchi-Bihan 26 Ebr 2011 da 04:52 (UTC)
Un merour zo c’hoazh (trugarez dezhañ) met n'eo ket ur goulenn gant ar verourien. N’eo ket ar verourien ha dibab pe sevel ar reolennoù !
Sellet ’moa ouzh Dibar:PajennoùNevez, pelec’h emañ : « Kalz a bennadoù db sonerien zo bet krouet nevez zo » ? Memestra e-barzh Rummad:Strolladoù sonerien Breizh (40 n'eo ket kalz evidon, s.o. fr:Catégorie:Groupe de musique bretonne : 47 zo eno).
A galon, VIGNERON 26 Ebr 2011 da 10:41 (UTC)