Kaozeadenn Implijer:Yun/dielloù/2007
Trugarekaat
[kemmañ ar vammenn]Plijout a ra din gwelout livadurioù brav er wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 2 Gen 2007 da 08:48 (UTC)
Renket an traoù
[kemmañ ar vammenn]Setu, renket eo bet ganin ar gudenn, sañset. A galon, Benoni 4 Gen 2007 da 16:24 (UTC)
Labour evit Yunbot
[kemmañ ar vammenn]Demat. Echu eo ar vot war implij ar peurunvan war wikipedia. Divizet zo bet lammañ kuit ar patrom {{peurunvan}} eus an holl bennadoù. Daoust-hag eñ e c'hallfe Yunbot ober war dro? Trugarez dit! A galon, Benoni 7 Gen 2007 da 13:36 (UTC)
- Trugarez dit evit da labour! Benoni 8 Gen 2007 da 18:10 (UTC)
ezhomm eus ur bot erlec'hiañ
[kemmañ ar vammenn]Daoust hag e c'hallfe da vot lakaat an droienn Unaniezh Soviedel e-lec'h Unvaniezh Soviedel en anv ar rummadoù hag e titloù ar pennadoù (Gant NEal e oa bet krouet an darn vrasañ eus ar pennadoù/rummmadoù-se)? Sell ouzh ar gaoz amañ : http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Neal#Unaniezh_.2Funvaniezh Trugarez dit en a-raok. A-hend-all e vo ret din en ober unan hag unan peogwir e oan krog gant se hep merzout e oa dija ur bern pennadoù war an danvez-mañ er wiki. Fulup 2 C'hwe 2007 da 17:35 (UTC)
- Trugarez vras. Efedus eo da vot, ur bam ! Laosket em eus un adkas evit ar pennad pennañ unvaniezh soviedel > Unaniezh Soviedel. diverket em eus ar re all. Fulup 3 C'hwe 2007 da 10:45 (UTC)
adlec'hiañ ur gartenn
[kemmañ ar vammenn]- Ha gouzout a rafes penaos lec'hiañ ar gartenn am eus lakaet war ar pennad gwambiaeg war an tu dehou ? Ur patrom eo ha ne gavan ket an tu d'he dilec'hiañ. Lavar din ma n'ouzez ket ober, MP. Klask a rin bezañ skoazellet gt ub all. Fulup 3 C'hwe 2007 da 22:08 (UTC)
Brezhonekaat ur skeudenn
[kemmañ ar vammenn]- Ha tu a vefe dit brezhonekaat ar skeudenn a gaver war ar bajenn-mañ, mar plij Patrom:Degemermat_nevez. E lec'h ar frazenn e spagnoleg, laka : Evit sinañ klik war ar bouton-mañ. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 4 C'hwe 2007 da 20:55 (UTC)
- ya, evel-just, Klikañ evit sinañ so kalz gwelloc'h. Gallet az pije cheñch diouzhtu. N'on ket chalet.
Trugarez dit. Fulup 6 C'hwe 2007 da 20:11 (UTC)
Kendiviz reolata war ar rummadiñ
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:53 (UTC)
Kemenn votadeg
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:14 (UTC)
Degemer
[kemmañ ar vammenn]Trugarez dit evit ar reizhadenn war ar bajenn degemer. Dleet e vije bet din teurel evezh !--Llydawr 4 Meu 2007 da 09:17 (UTC)
Labour evit Yunbot
[kemmañ ar vammenn]Demat! Daoust hag-eñ e c'hellfe Yunbot lakaat tierniezh e plas tiernelezh, kement e titloù ar pennadoù, titloù ar rummadoù, diabarzh ar pennadoù, hag all.? Trugarez bras dit en a-raok! A galon, Benoni 4 Meu 2007 da 11:10 (UTC)
- Ya, gallout a rafe kemer al labour-se e karg. Met perak e vije gwelloc'h tierniezh eget tiernelezh ? Da geñveriañ gant rouantelezh, priñselezh, emirelezh... Ha petra eo soñj ar wikipedourion all ? --Yun (kaozeal) 4 Meu 2007 da 16:42 (UTC)
- Ur goulenn a berzh Kadwalan eo. Me n'am eus ali ebet. Ar goulenn zo bet savet war an Ti Chopin gant Kadwalan dibaoe pell zo dija, ha n'eus bet den o sevel a-enep ar c'hinnig-se. Ouzhpenn-se e vez kinniget "tierniezh" gant Ofis ar brezhoneg (deus an tu all eo gant Fulub eo bet implijet ar ger tiernelezh da gentañ tout)...Benoni 4 Meu 2007 da 19:55 (UTC)
- Salud dit. Ma 'peus c'hoant da c'houzout un tamm hiroc'h diwar-benn ar ger tierniezh e c'hallfes ober da soñj da-unan o vont war lec'hienn an Ofis pe war pajenn an davarn ma roan liammoù diwar-benn ar c'haozeadennoù zo bet gouestlet d'ar c'hraf-se. Plijout a rafe din kalz ma asantfes lakaat da vBot d'ober ar c'hemm goulennet rak, gwir ez eo amzerus d'ober ma-unan ha traoù dedennusoc'h ha pouezusoc'h a c'hallfen skrivañ sur a-walc'h e-pad an amzer-se. Trugarez --Kadwalan 18 Ebr 2007 da 14:18 (UTC)
Vot digor war adenvel an ti-chopin
[kemmañ ar vammenn]Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali.Benoni 29 Meu 2007 da 18:31 (UTC)
Bot war wikipedia
[kemmañ ar vammenn]Demat Yun. Daoust hag-eñ e ouifes krouiñ ur bot war wikipedia (br) a gasfe ur gemenadenn d'an dud a zisoñj rummata ar pennadoù krouet ganto. Seurt botoù a zo war darn vrasañ ar wikipediaoù bras (gw. da skouer fr:Utilisateur:Escalabot, met pas e brezhoneg. Trugarez dit! Benoni 16 Ebr 2007 da 23:08 (UTC)
- N'ouzon ket--Yun (kaozeal) 9 Mez 2007 da 12:08 (UTC)
Vot digor evit kaout ur bureviad
[kemmañ ar vammenn]Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)
Liammoù
[kemmañ ar vammenn]Reizhañ liammoù a fell dit ober, ha mat eo. Mat e vije ivez sellout ouzh al liammoù a lakaez en o lec'h: ne vezont ket mat atav fr:Benoni, da skouer. Adlakaat a ran al liamm kentañ a oa reizh. A galon. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 16:19 (UTC)
Skrivet 'feus: * George Orwell, Kêr al loened, troet gant Erwan Hupel, An Dalar, 2002 Pelec'h e kavin al levr? Bianchi-Bihan 9 Her 2007 da 03:22 (UTC) Trugarekaat. Bianchi-Bihan 9 Her 2007 da 12:29 (UTC)
Kemennoù: vot ha wikiarroud
[kemmañ ar vammenn]Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 13 Her 2007 da 13:59 (UTC)
- Ma kerez e ri ur sell ouzh ar pennad, kinniget evel pennad eus an dibab, ha marteze reiñ un ali er bajenn Wikipedia:Pennadoù eus an dibab. A galon. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 17:50 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:19 (UTC)
Kore
[kemmañ ar vammenn]Ma kerez e selli ouzh istor ar pennad Kore. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2007 da 05:26 (UTC)
- Petra 'ri ? Tud 'zo ne gomprenont da fent. --Yun (kaozeal) 29 Kzu 2007 da 08:00 (UTC)
- Merzet em boa kement-se dija: [[1]]. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2007 da 09:36 (UTC)
Ezhomm eus ur robot arbennik war wikipedia
[kemmañ ar vammenn]Demat! Koll a ran kalz amzer o kas war ar wikipedia brezhonek ur rummad patromoù eus ar wiki saozneg diwar-benn an deiziadur sinaat. Kantadoù a pajennoù a zo da zegas evel-se. Daoust-hag-eñ e ouife da robot ober kement-mañ? Ar patromoù a zo dindan ar stumm Patrom:Chinese calendar/month/xx/xx, da skouer Patrom:Chinese calendar/month/50/46, ha Patrom:Chinese calendar/day/xx/xx, da skouer Patrom:Chinese calendar/day/50/46. Mil bennozh dit ma gavez un diskoulm! Ha kalanna pe bloavezh laouen dit, hervez ar mare ma lennez ma c'hemenadenn! Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 12:58 (UTC)
- Ret e vije din studiañ ar jedadennoù a ra ar patromoù-se. Diouzh ar sell kentañ ne welan ket penaos ober. --Yun (kaozeal) 30 Kzu 2007 da 19:19 (UTC)
- An holl patromoù a fellfe din kaout a vez kavet er rummad-mañ : en:Category:Chinese calendar templates. An doare aesañ moarvat (met n'ouzan ket penaos) a vije da gas war ar wikipedia brezhonek an holl patromoù-se evel ma z'int war ar wikipedia saoznek: memes anv, memes endalc'had... Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 19:40 (UTC)