Kaozeadenn Implijer:Rufus

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Rufus, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Rufus. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : Insert-signature.png. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Donemat dit war Wikipedia. Emichañs az to plijadur amañ. Gallout a rez ober goulennoù ouzh ar verourien, ganin da skouer, ma'z teus ezhomm--Kadwalan 25 Eos 2007 da 17:17 (UTC)

Loar[kemmañ ar vammenn]

Salut dit Rufus, gwelet am eus az peus ouzhpennet oberennoù e pennad al Loar. Ouzhpennet am boa ur roll oberennoù arzel met ret e oa en em gontantiñ memestra. N'on ket sur eo ret ouzhpenn Bourvil pe Cyrano de Bergerac (an den, paz pezh-c'hoari Jean Rostan hag a zo anavezet dre ar bed evel just). Ret e oa ober choazoù ha d'am soñj eo ret chom gant an arzourien vrudetañ. Petra soñj dit? --Arko 4 Gwe 2007 da 07:07 (UTC)

Petra eo se, un arzour brudet? ur Saoz n'anavezo na Brel na Georges Brassens, ur c'hrennard e skolioù Breizh ne oar ket piv eo Gregor Rostren na Glenmor, pe Nevenoe. Bourvil zo un arzour kalz brudetoc'h, pell war-lerc'h e varv, eget bernioù kanerien a vo disoñjet buan, ha Cyrano zo anavezet gant an holl dud o deus lennet un dra bennak diwar-benn ar skiant-faltazi. War da listenn e welan arzourien ne vint ket brudet evelte war-lerc'h o marv, Zazie, hag all.
D'am soñj e c'haller lakaat er pennad kement tra a zere ouzh an danvez, evel e kement wikipedia zo, hep klask gouzout piv zo brudet ha piv n'eo ket: petra eo brud Thales Miletos e-touez arvesterien ar skinwel gall?
Un holloueziadur zo graet ivez evit derc'hel soñj eus traoù ha tud disoñjet ... hag a vije arabat disoñjal.
N'eus nemet un arguzenn ha ne oarfen ket petra respont dezhi: petra a ra kanaouennoù er pennad-se? Barzhonegoù kalz talvoudusoc'h a vije da venegiñ. Rufus 4 Gwe 2007 da 16:40 (UTC)

Skraboù[kemmañ ar vammenn]

Demat, mat eo lakaat ar skritur orin e titl ar pennadoù, gant ar skraboù dereat da skouer, evel ma rez. Met pa 'z eus ur skrab na vez ket kavet war an douchennaouegoù boutin e Breizh (sk. Brasília) e vije mat sevel un adkas gant an titl hep skrab (sk. Brasilia). Evel-se e vo aesoc'h d'an holl klask ar pennadoù a fell dezho. Trugarez dit ha kalon vat evit da labour war Brazil.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 17:37 (UTC)

Kavadenn[kemmañ ar vammenn]

Kavet em eus an dra-se, kuzhet en ur c'horn: ([[1]])

+ Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell war ar pennad Evrog Nevez? Un ijinadenn eo seurt anv evit ober gant New York e brezhoneg. N'eus abeg ebet kaout seurt pennad war wikipedia. Rufus avat a ra ur brezel embann tro-dro d'ar pennad-mañ. Trugarez,Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 08:22 (UTC)

Trugarekaat. Evel just e c'hall an holl re a garo mont da welet, rak n'eo ket kuzhet, ar pennad [Nevez]. Ha gwelet a c'hallint, gant o daoulagad dezho o-unan, pegement a labour zo bet war-dro ar pennad, pegement a zanvez skiantel zo ennañ, ha pegement a vrezel gwirion ivez. Ha mar karont e skrivint o ali, met GOUDE LENN, war e dalvoudegezh. Hep kuzhat. Rufus 12 Gwe 2007 da 07:36 (UTC)

Stad[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da chom hep kemmañ ar reizhadennoù am eus degaset er ger Stad, a vez skrivet gant ur bennlizherenn en testennoù peurunvan dave. Sellet ouzh geiadur an Here. Mat e vefe dit kemer an amzer da gaozeal eus an dra-se gant ar verourien ma'z out dizali Kentoc'h evit kenderc'hel da gemm an traoù war ma lerc'h. --Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:24 (UTC)


Evezhiadenn[kemmañ ar vammenn]

Reiñ a ran un evezhiadenn dit. Arabat tagañ nep piv bennak amañ abalamour ma 'nout ket ali gantañ. Emañ e touez pennaennoù Wikipedia goulakaat e labour an holl a volontez vat hag hep c'hoant da noazhout. Ret eo dit mont e darempred gantañ da gentañ ha ma n'eo ket a-walc'h mont e darempred gant ar verourien. Kement se a denn d'ar pennad diwar-benn kumunioù Brazil evel evit d'ar re all. --Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:28 (UTC)

Maine (proviñs)[kemmañ ar vammenn]

Peogwir al liammoù a zo anezho dija (linenn 2). Ur reolenn Wikipedia eo : arabat lakaat ar memes liammoù adarre met ret eo lakaat unan pa teu war-wel ar ger evit ar wech kentañ ha mat pell zo. Se zo evit paz bezañ gant un desdenn re bounner... Se zo displegadenn ma "zorfed" lol!

Ha perak Ar Mañs hag Le Mans? Ma, n'ouzon ket! War e seblant e vez implijet an daou. Un adkas zo gant Le Mans d'Ar Mañs, evel kêrioù Bro-C'hall all zo (Tours ha Teurgn da skouer). --Arko 2 Du 2007 da 09:21 (UTC)

Margodenniñ[kemmañ ar vammenn]

Stanket eo bet ar c'hont-mañ evit bezañ ur fri-faos da vBianchi-Bihan.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 3 Du 2007 da 00:43 (UTC)

Pennadoù krouet[kemmañ ar vammenn]

Diverket eo bet pajenn Rufus gant ar pennadoù krouet. Un toullad pennadoù ha rummadoù zo bet krouet db Arc'hantina ha Brazil, hag a c'hallje bezañ aet pelloc'h : -diwar-benn Arc'hantina

-diwar-benn Brazil

-traoù all

Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2008 da 11:18 (UTC)