Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Lise Diwan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Lise Diwan, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Lise Diwan. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.


Evit sikour

[kemmañ ar vammenn]

Amañ da-heul e kavoc'h pajennoù dedennus a c'hellfe sikour ac'hanoc'h.

Savet eo bet ar skoazell-se gant Y-M D

Titouroù all

[kemmañ ar vammenn]
  • An elfenn da heul a zo da lakaat e penn uhelañ ar pennad a grouoc'h.

{{Raktres Lise Diwan}}

  • Setu an disoc'h :

Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Difaziet ar pennad. Ar cheñchamanoù a c'hallit gwelout e pajenn istor ar pennad. A galon. --Ex-Smith 9 Meu 2010 da 12:26 (UTC)[respont]

Marteze e vefe furoc'h chom hep embann pennadoù evel-se. Gwelloc'h gortoz e vefent gwellaet. --Ex-Smith 9 Meu 2010 da 12:48 (UTC)[respont]

Na rez ket biloù kenderc'hel a ra fenoz ha moarvat e vo klokoc'h ha propoc'h dre m'o do komprenet gwelloc'h. A galon --Y-M D (kaozeal) 9 Meu 2010 da 16:59 (UTC)[respont]

Binoù-kozh ha poltred

[kemmañ ar vammenn]

Diverkit ar skeudenn ma weler splann logo Ouest-France. --Ex-Smith 10 Meu 2010 da 17:05 (UTC)[respont]

Un nebeud traoù reizhet er brezhoneg : sellit ouzh [1]. "Kenstrivadeg" eo ar ger evit "concours", diwar ar verb "strivañ" ha n'eo ket diwar "skrivañ". A galon, --Llydawr 12 Meu 2010 da 22:08 (UTC)[respont]

Aesoc'h e vo ober gant ar patrom : {{Infobox Film}}. A galon. --Yun (kaozeal) 13 Meu 2010 da 20:49 (UTC)[respont]

Gerig digant ur merour

[kemmañ ar vammenn]

Un dra vat eo evel-just kaout youl vat ha c’hoant da reiñ lusk d’ur raktres ken talvoudus hag hemañ dre genlabourat hag ur mennozh mat ivez klask labourat a-stroll evit sevel pennadoù a-feson. Ret o diwall avat rak lakaat ar raktres en arvar: diouzh un tu dre implijout skeudennoù gwirioù aozer gante, difennet groñs hervez lezenn hag ivez hervez reolennoù diazez ar pep wikipedia,. Hemañ en o zouez; hag ivez dre diwall da sevel pennadoù ar gwellañ mar c’heller, rak p’en em gav un implijer/ez bennak dirak meur a bennad fazioù yezh stank pe stankoc’h enne e krog da goll fiziañs er raktres an e bezh. Erbediñ a ran ac’hanoc’h , neuze, evel merour ha bureviad m’az on, paouez da eilañ skeudennoù gante gwirioù-azer war ar raktres evit gallout o enbarzhañ e pennad pe bennad ha klask reizhañ ar fazioù yezh a-raok embann ar pennadoù war ar raktres. Un dra vat e vefe ivez mont da deurel ur sel ouzh ar reolennoù diazez, rak reolennoù ez eus ma rank an holl pelagañ oute. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Meu 2010 da 12:08 (UTC)[respont]

A-du ganit. Me ha Implijer:Lomigbad eo a vez o kas ar raktres ha lavaret on eus kement-mañ dezho meur a wech, hag adlavaret e vo dezho. Evit ar yezh ivez eo bet displeget dezho, met pa raer ur fazi ne verzet ket dre ret. Evit diskoulmañ ar c'hudennoù-se e vo graet ganeomp ul labour reizhañ an traoù goude-se. Ha dre ma 'z eo ul labour notennet evito e vo kemeret e kont an traoù-se ivez. --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 12:19 (UTC)[respont]
Evel merour e c'houlennan ivez ma vo paouezet diouzhtu. N'ouzon ket piv a vo kalonek a-walc'h evit reizhañ. N'eo ket fazioù bihan a gaver. Testennoù' zo a zo koulz lavaret dibosupl da gompren. Anat eo ne sell ket an dud ouzh ar bajenn ma kaver ar fazioù stankañ ha penaos reizhañ anezho. Ma kendalc'h evel-se e vo digalonekaet meur a genlabourer. --Ex-Smith 14 Meu 2010 da 12:33 (UTC)[respont]
Ma c'hellan da frealziñ en ur lavaret dit e vo klozet gant ar raktres fennoz. Eus an tu all ne savan ket a-du ganit war ur poent, ne welfen ket perak e vefe digalonekaet kenlabourerien gant ar raktres-se, n'o deus nemet chom hep ober war-dro. Evel ma 'm eus displeget meur a-wech dija e vo graet ganeomp al labour reizhañ ha framm, hag aesoc'h e vo evidomp dre ma c'hellimp goulenn ganto. Ar pezh a chal ac'hanon a zo ar skeudennoù hag al live yezh tra ken, ar peurrest a seblant din bezañ aes d'ober. Kerkent a warc'hoazh e krogin gant ober un tamm kempenn evit gwellaat ar c'hinnig. --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 13:24 (UTC)[respont]
Ha reizhet e vez ar pennadoù a-raok o embann neuze? gant piv 'ta? Fazioù splann a gaver a linenn da linenn. Digalenekaet e vez an dud o lenn anezhe rak pa vez re a fazioù e teu ur pennad re diaes da lenn (n'eus ket nemet klask hen ober gant ur yezh all estreget ar brezhoneg...) ha re stank ar fazioù hag e meur a bennad evit gallout o reizhañ holl. Gwir eo e faziomp an holl, bet pa vez ken stank all ar fazioù e vez lakaet diaes meur a hini pa lennont ar pennadoù ha divrud e kas war ar raktres-holl. Dre ma vo lakaet diwezh d'ar raktresig-se fennoz, kement hag ober diouzhtu, kea, a-raok degas meur a bennad all enne fazioù a-leizh. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Meu 2010 da 16:06 (UTC)[respont]
Me ne zivizan netra, Lomigbad eo a zo e penn, me 'zo kentoc'h e karg eus ar mont en-dro. N'eo ket bet reizhet o labour en a-raok, unan eus ar palioù a oa ivez o defe da verañ o labour en un doare emren, marteze n'o deus ket komprenet mat, alas. Evel ma 'm eus lavaret meur a-wech e raio Lomigbad war-dro ar reizhañ ha me war-dro ar frammañ, neuze n'eus abeg ebet evit bezañ chalet. Me n'on ket evit krediñ e vo kaset divrud d'ar raktres gant ar pennadoù-se, n'eo ket sot an dud, ha merket eo splann ez eo ar raktres o vont en-dro ha dre-se n'eo ket echu al labour. Dipitus e kavfen terriñ al lusk a zo gant al liseidi. Ouzhpenn-se e vo talvoudus forzh pegement al labour-mañ evit Wikipedia pa 'vo ket kempennet. --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 16:16 (UTC)[respont]
Brav eo ar raktres ha normal eo e savfe kudennoù pa eo ar wech kentañ e vez kaset da benn. Pa vo echu gantañ e vo aezetoc'h renabliñ ar c'hudennoù zo bet. D'am soñj zo un dra a vo mat displegañ sklaer d'al liseidi a gemer perzh ennañ : n'o deus ket da ziverkañ pennadoù diouzh ar wikipedia evit plantañ o re (s.o. Roger Federer, Krank, Gouren...). Marteze vo mat, a-raok na grogfent ganti, renabliñ ar pennadoù emaint e soñj da sevel ha gwiriañ n'eus ket anezhe c'hoazh.--Gouerouz 14 Meu 2010 da 16:26 (UTC)[respont]
Laouen o lenn da gemennadenn. Displeget e vo sklaer tout-se dezho, ha kerkent warc'hoazh. Merzet 'm eus ivez e oant bet techet da ziverkañ ar pezh a oa a-raok, displeget 'm boa dezho padal, ar riskl eo atav, met pa 'rin war-dro frammañ an traoù ec'h adlakain ar pezh tennet ma 'z eo talvoudus. Ganin ez eus ur roll eus ar pennadoù o deus soñj sevel, met lod a cheñch ali hep lavaret tra ebet (kavet 'vez ar pennadoù graet ganto amañ : Rummad:Raktres Lise Diwan. Aotreet eo bet ganeomp e rafent war-dro ur pennad keit ha ma ne oa ket kalz tra ebarzh. Evit talvoudekaat ar raktres ar muiañ posupl e vo klasket displegañ dezho ar fazioù pennañ bet graet ganto hag ar reolennoù n'o deus ket doujet outo (copyright...). A galon --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 16:36 (UTC)[respont]
Splann eo a rankimp gwellaat ar mont-en-dro (ma vefe c'hoazh) ha splann ivez e vo ur sapre labour reizhañ ha frammañ kement. Kemenn a rin d'al liseidi chom a-sav gant o fennad keit ha ma ne vo ket renket pep tra ; Kaset e vo al labour-se war-raok adalek warc'hoazh ha echuet pa grogo vakañsoù an HollSent. Deus ma zu (kelenner) on bet laouen-flamm o welet krennarded reiñ kement a nerzh hag a dalvoudegezh d'o skridoù en ur c'houzout e vefe tud all, dianavezet ganto, o sellet outo. Liseidi a live yezh disheñvel a zo bet perzh, reoù aes dezho ha reoù all gant muioc'h a ziasterioù ; n'on ket spontet gant ar fazioù a reont met mantret a vefen ma ne dennfent ket gounit diouzh an evezhiadennoù a vefe graet dezho. Trugarez d'an holl evezhiadennoù ho peus graet ouzhomp hag outo, pouez o deus. A galon.--Lomigbad 14 Meu 2010 da 20:07 (UTC)[respont]
Un dra vat eo kaout youl vat evel-just, met n'eo ket trawalc'h. Talvezout a c'hell ar wikipedia evit benveg-deskiñ a dra sur, met n'eo ket ul lec'h evit deskiñ brezhoneg avat, ha rankout a reer klask reizhañ ar pennadoù a-raok o embann rak n'eo ket anezhañ ur raktres diabazrh evit al liseido o-unan met ur raktres evit an neb a fell dezhañ klask titour e brezhoneg. Ur gwir arvar eo sevel meur a bennad enne fazioù a-leizh rak divrud e degas war ar raktres: c'hoarvezet eo dija, ha deuet eo e darempred ganin tud evit klemm. Ur raktres brav a dra sur, met ne vije ket falloc'h lakaat ar re a fell dezhe kenlabourat warnañ (n'eus forzh piv e vefent) teurel ur sellig war ar pennaennoù hag ar reolennoù mont-en-dro diazez da gentañ. Neal (Kaozeal) 15 Meu 2010 da 07:38 (UTC)[respont]
Un taol-esae eo hag a zo bet brav evit tuoù zo, da wellaat groñs evit tuoù all. Pep tra a vo adwelet, reizhet ha tennet diouzh an ezhomm. Netra ken na vo embannet ganeomp a-raok ma vefe lakaet hoc'h evezhiadennoù da dalvezout.--Lomigbad 15 Meu 2010 da 08:24 (UTC)[respont]
M'ez eus anezhañ un taol-esae hepmuiken e vefe gwell chom hep embann anezhañ neuze, kea? N'eo ket ar wuikipedia ul lec'h evit pleustriñ war ar yezh. Neal (Kaozeal) 15 Meu 2010 da 09:45 (UTC)[respont]

Lenn em eus uheloc'h n'on ket spontet gant ar fazioù a reont met mantret a vefen ma ne dennfent ket gounit diouzh an evezhiadennoù a vefe graet dezho. D'am soñj n'haller ket lavarout gwelloc'h.

N'en deus ket gortozet Yann Difazier donedigezh hini pe hini evit ober e labour abaoe bloavezhioù met ne ra nemet pezh a c'hall. Hag a zalc'ho d'ober ma ne deu den d'ober fae war e labour. Bianchi-Bihan 15 Meu 2010 da 09:53 (UTC)[respont]

A-du ganeoc'h.--Lomigbad 16 Meu 2010 da 09:15 (UTC)[respont]

Fondasion?

[kemmañ ar vammenn]

Salud. A-raok implijout ger-mañ-ger eo mat sellet ouzh ar geriadurioù, ha meur a hini. Ar gerioù fondasion, mouvamant... a zeu war-eeun eus ar galleg ha kavet e vezont sur 'walc'h e geriadur Frañsez Favereau. Gerioù all a zo e brezhoneg evit lavar ar memes tra, ha kavet e vezont e geriadurioù all. Marteze e vije gwell implijout gerioù all. Un ali eo nemetken. A galon.--Gwendal 15 Meu 2010 da 18:36 (UTC)[respont]

A-du penn-da-benn. Neal (Kaozeal) 16 Meu 2010 da 07:52 (UTC)[respont]

Demat, c'hoant an befe awalc'h da zifaziañ ar pennad-mañ ha lakaat krochedoù evit krouiñ liammoù gant pennadoù all evel Matt Groening, met n'ouzon ket ha tu zo cheñch ur pennad a zo e framm ho raktres Lise Diwan. Ha tu zo? A galon. --Arko 25 Mez 2010 da 17:46 (UTC)[respont]

Gellout a rez reizhañ traoù a kemmañ ar pennad digudenn. Ar pezh a c'houlennfemp ganit (ma c'helles) a zo lakaat un evezhiadenn bennak diwar benn ar pennad hag al labour bet graet, er bajenn kaozeal. A galon --Y-M D (kaozeal) 26 Mez 2010 da 21:28 (UTC)[respont]