Kaozeadenn Implijer:Klemañ29
Lakaat an toaz-bara da sevel
[kemmañ ar vammenn]Salud deoc'h, "Lakaat an toaz e go" kentoc'h : Wikeriadur. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gou 2016 da 12:11 (UTC)
Demat, Savet ho peus ur pennad ha n'eus ket e blas amañ d'am soñj, e-barzh Wikeriadur (https://br.wiktionary.org/wiki/Wikeriadur:Degemer) ne lâran ket. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gou 2016 da 14:51 (UTC)
- Demat Prieladkozh, n'ouzon ket penaos mont e darempred ganit ! Luziet eo din c'hoazh mont-en-dro Wikipedia, Wikeriadur hag all... Klemañ29
- Lârit din petra 'peus c'hoant d'ober hag e klaskin ho sikour, mar gallan evel-just.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gou 2016 da 15:29 (UTC)
- N'on ket sur tamm-ebet eo amañ al lec'h evit kaozeal eus an tem "goell" da skouer, met n'ouzon ket da belec'h e rankan mont evit respont deoc'h diwar-benn se ! --Klemañ29
- Amañ emañ al lec'h, mar kirit, dre m'eo "Goell" titl ar rann-mañ. Un draig : grit gant an tamm penn kreion a gavfet uheloc'hik, en tu dehou d'an arouezennoù A hag A, evit sinañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gou 2016 da 16:54 (UTC)
- N'on ket sur tamm-ebet eo amañ al lec'h evit kaozeal eus an tem "goell" da skouer, met n'ouzon ket da belec'h e rankan mont evit respont deoc'h diwar-benn se ! --Klemañ29
- Lârit din petra 'peus c'hoant d'ober hag e klaskin ho sikour, mar gallan evel-just.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Gou 2016 da 15:29 (UTC)
K) ISLAVARENNOU-STAG
[kemmañ ar vammenn]Ar ger-diaraok a zo rener pe renadenn eeun
[...]
808. Mar bez c'hoant pouezañ war ar stagañ e vez lakaet HAG dirak a : ur rodig hag a dro, a ra bro.
Lakaet e vez hag dreist-holl pa vez ar ger-diaraok kemeret en ur ster amstrizh :
Piv en deus graet an dra-se ? Un den hag a zo amañ, unan hag a welan.
*(Lavarout a reor kentoc'h avat : an den a zo amañ, an hini a welan).
Bez' ez eus kalz tud hag a lavar,
Anvioù a zo hag o devez un dalvoudegezh all.
[...]. Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, SKRIDOU BREIZH, 1947, pajenn 419. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Gou 2016 da 09:43 (UTC)
"Piv en deus graet an dra-se ? Un den hag a zo amañ."
"Piv en deus graet an dra-se ? An den a zo amañ."
*(Lavarout a reor kentoc'h avat : an den a zo amañ, an hini a welan).
An div frazenn a-us n'o deus ket ar memes ster tamm-ebet hervezon :
An hini gentañ a dalvez : ne lavaran ket dit piv eo an den en deus graet se, met amañ emañ.
An eil a dalvez : o tiskouez emaon piv eo resis an den en deus graet se.
--Klemañ 11 Eos 2016 da 12:13 (UTC)
N'eo ket e mod-se on bet desket implijout an islavarennoù-stag digant ur c'helenner din barrek-kenañ war ar yezh. Met ret eo din adwelout penaos ez a en-dro resis evit diskouez deoc'h (un afer strizh pe amstrizh zo ma ne fazian ket, met n'eo ket un afer 'pouezañ' hervezon). Se a ziskouez an diaezamant a gaver (c'hwi a lavarfec'h 'a gavor' marteze ?) o treiñ en ur yezh n'eo ket unvanet. A galon ha ken diwezatoc'h --Klemañ 31 Gou 2016 da 10:35 (UTC)Klemañ29
- A gaver, amzer-vremañ; a gavor, amzer da zont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gou 2016 da 10:43 (UTC)
Mersi Bianchi-bihan ! Ne ouien ket ! (Ps : ne zeuan ket a-benn c'hoazh sinañ er mod vez gortozet gant Klemañ 31 Gou 2016 da 10:54 (UTC) hag all. Ne gavan ket ar c'hreion bihan evit ober se...) --Klemañ 31 Gou 2016 da 10:54 (UTC)
Ret eo lenn pep tra evit peurgompren : "Lakaet e vez hag dreist-holl pa vez ar ger-diaraok kemeret en ur ster amstrizh : [...]."--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gou 2016 da 11:17 (UTC)
- Ya, hiriv en em gavomp gant ur bed nevez war an douar : ar re gozh ne lennont ket mat KEN, hag ar re yaouank ne lennont ket mat C'HOAZH. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gou 2016 da 11:45 (UTC)
LA SYNTAXE — ORGANISATION DE LA PHRASE COMPLEXE
[kemmañ ar vammenn]2. L'organisation de la phrase complexe
[...]
2.2. Les subordonnées
2.2.1. La relative
2.2.1.1. Forme affirmative
[...]
>Cette forme avec ha(g) est obligatoire avec un nom indéfini :
Ul lizher // hag a zo skrivet brav, Une lettre qui est joliment écrite.
Mont a rin da c'houlenn ouzh unan bennak // hag a oar an hent, J'irai demander
à quelqu'un qui connaît la route.
[...]. Eugène Chalm, La grammaire bretonne pour tous, An Alarc'h Embannadurioù, 2008, pajenn V-204.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Gou 2016 da 11:37 (UTC)
Posubl eo skrivañ "Ul lizher skrivet brav am m'eus resevet." neuze, pe get ??? Evit pouezañ nemetken marteze ?? ----Klemañ 11 Eos 2016 da 11:52 (UTC)
Met perak e oa kaoz eus an dra-se da gentañ tout, Prieladkozh ?? --Klemañ 31 Gou 2016 da 14:08 (UTC)
- "am eus" : eus eo ar verb, am eo ar renadenn, lakaet dirak ar verb. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Eos 2016 da 12:22 (UTC)
"Ul lizher skrivet brav am m'eus resevet." : Reizh eo ar frazenn "Ul lizher skrivet brav am eus resevet." evel-just : "J'ai reçu une lettre bien tournée." ar ster anezhi.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 13:35 (UTC)