Kaozeadenn Implijer:Adriendelucca
Ekwador ha Nikaragwa
[kemmañ ar vammenn]Salut dit, pelec’h az peus gwelet ar broioù-mañ skrivet evel-se e brezhoneg? Huñvreüs (kaozeal) 10 Eost 2022 da 13:08 (UTC)
- Pa glasker "Ekwador/Nikaragwa" er varrenn glask vezer adkaset betek pajennoù "Ecuador/Nicaragua" gant-se meus kredet e c'haller skrivañ ar vroioù-se evel-henn, met bremañ meus klasket un tammig ha ne gavan Ekwador/Nikaragwa ebet neblec'h. Marteze vefe reishoc'h peogwir n'eus "c" ebet e bzhg ? (war-bouez ch ha c'h vel-just), me blij an doare-skrivañ-se din Adriendelucca (kaozeal) 10 Eost 2022 da 14:13 (UTC)
- memes tra evit Nijeria ivez Adriendelucca (kaozeal) 10 Eost 2022 da 14:16 (UTC)
- N’eus «c» ebet… nemet e gerioù zo amprested eus yezhoù all. E geriadur an Here, da skouer, e kaver corrida ha cow-boy. Evit Ekwador ez eus bet roet un daveenn gant Kadwalan. Huñvreüs (kaozeal) 10 Eost 2022 da 14:28 (UTC)
- Div am eus kavet e gwirionez. Meur a stumm a vez implijet met Ekwador ne seblant ket gwall reizh din. ar soniad [wa] a vez kentoc'h skrivet oua pe oa e brezhoneg. Ekouador a gaver ivez hag Ekuador zo erbedet gant R. Hemon hag a gaver stank. Mat e vefe reiñ daveoù implij pa vez kinniget furmoù disheñvel. Kadwalan (kaozeal) 10 Eost 2022 da 14:34 (UTC)
- N’eus «c» ebet… nemet e gerioù zo amprested eus yezhoù all. E geriadur an Here, da skouer, e kaver corrida ha cow-boy. Evit Ekwador ez eus bet roet un daveenn gant Kadwalan. Huñvreüs (kaozeal) 10 Eost 2022 da 14:28 (UTC)
- memes tra evit Nijeria ivez Adriendelucca (kaozeal) 10 Eost 2022 da 14:16 (UTC)
- Ur bern broioù (hep komz eus stêrioù ha pobloù) a vez bec'h ganto abalamour da se:
- Kalifornia /California (ha Kolombia, Konnektikut, Konnemara, Kebek )
- Paragway, Nikaragwa, Urugway, Meksiko, Maroko, ...
Bianchi-Bihanig (kaozeal) 7 Kzu 2022 da 20:25 (UTC)
Salud dit,
"Anv okitanek" en Euskal-Herria ? Ha ne vefe ket "anv euskarek" kentoc'h ? Gilravager (kaozeal) 18 Kzu 2022 da 18:29 (UTC)
- En Iparralde e vez komzet un tamm okitaneg ivez Dren Frañchto (kaozeal) 18 Kzu 2022 da 18:32 (UTC)
- Emañ ar roñfl o tiwall "e bennad dezhañ", paouezet 'm'eus dizober e "labour". Gortoz pell, gortoz gwell. Dakbzh (kaozeal) 26 Her 2023 da 20:47 (UTC)
- Ya, remerket moa. Gortoz pell, gortoz gwell evel ma lârit Dren ar Frankig (kaozeal) 26 Her 2023 da 21:42 (UTC)
Ur bajenn evit Embannadurioù Al Lañv a vo da grouiñ memestra
[kemmañ ar vammenn]Pa krogin gant sevel ar bajenn arbennig evit an ti-embann Al Lañv e savin ur pennad 10 000 arouezenn enni ha ne vo ket mui posubl e lakaat asamblez gant hini ar gelaouenn. Rik evel pajenn Embannadurioù Al Liamm (ha re dreut eo pajenn diwar-benn ar gelaouenn c'hoazh). P'am bo echuet gant sevel pajenn ar c'helaouennoù Brud/Brud Nevez e savin pajenn an ti-embann a vo Brud Nevez-Emgleo Breiz he zitl a gredan (evel m'emañ skrivet war al levrioù). --Ch. Rogel (kaozeal) 31 Meu 2024 da 17:15 (UTC)
Paludoù Gwenrann
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Er pennad Paludoù Gwenrann, savet ganit, ne vefe ket fall lakaat ur gartenn vrezhonek e-lec'h an hini c'hallek. Me n'ouzon ket ober, met ur gartenn a gaver aze. A galon, --Llydawr (kaozeal) 9 Ebr 2024 da 09:04 (UTC)