Kaozeadenn Implijer:90.32.119.52

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat deoc'h, Hervez TermOfis OPaB :

ZOOLOGIE
kavan-tour | f./m. | kavaned-tour | choucas des tours | Corvus monedula (étudié)

e c'hell bezañ benel pe c'hourel ar ger kavan ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Ebr 2019 da 08:31 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez — Klokaet em eus an notenn er pennad. Trugarez deoc'h.--90.32.119.52 3 Ebr 2019 da 08:37 (UTC)[respont]

Kement ha kompren perak e oa bet dibabet gant boulc'her ar pennad ober gant « Ar c'havan-tour » e-lec'h « Ar gavan-tour » ez on bet en ul levraoueg evit lenn e-barzh an niverenn 224 (goañv 2000) eus Hor Yezh gouestlet d'ar c'herentiad Corvidae (peurgetket). Er bajenn 10 e c'haller lenn, dindan bluenn Pêrig Herbert :

  • “Kavan” a c'hell bezañ pe gourel pe benel, diouzh an dro (lakaet da c'hourel ganeomp) : amañ emañ an displegadenn enta.

Souezhus-kenañ eo din lenn e-barzh Dictionnaire français-breton (Martial Ménard) ez eo benel « kavan-tour » ha gourel « kavan » e Geriadur brezhoneg An Here ?!
Chalet on gant un draig all : mard eo benel ar ger « kavan » evel m'en kaver er geriadurioù meneget ganeoc'h e vije bet reishoc'h ober gant « kavan-dour » neuze, evel evit koulm c'hlas, morvran-guchenn, moualc'h-venez ha turzhunell durk.

Benel eo ivez e Geriadur ar Gonideg (1847) ha sed amañ dindan ar pezh a c'heller lenn e-barzh Dictionnaire étymologique du breton Albert Deshayes (2003) :

  • Kavan (cavan, 1732), s. f., corneille, semble formé à partir d'un ancien français *cavan évolué en caon, coan, chaon puis altéré en chat-huant (1235), et issu du latin cavannus d'origine gauloise.

Petra 'soñjit eus kement-se ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Ebr 2019 da 13:53 (UTC)[respont]

Purgadóir Naoimh Phádraig[kemmañ ar vammenn]

Salud ! A belec'h e teu an anvioù lakaet ganit er pennad : "Inis an Turas" hag "Oileán na Stáisiún" ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 3 Ebr 2019 da 10:32 (UTC)[respont]

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.