Kaol-bleuñv

Eus Wikipedia
Ur penn kaol-fleur.
Ur penn kaol-fleur troc'het dre an hanter.

Kaol-bleuñv, pe kaol-fleur, pe kaol-bouedek, pe kaol-brignennek, pe brikoli, zo ur seurt kaol (Brassica oleracea var. botrytis L.) a vez gounezet evit he meristem (un organ rakvleuniek) bouedek – gwenn alies – hag a vez debret evel legumaj.

Ur penn kaol-fleur “romanesco”.

E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh e vez gounezet ar c'haol-fleur a-hed arvor hanternoz ar vro, en takadoù klouar er goañv, dreist-holl kornioù-bro Kastell-Paol, Pempoull ha Sant-Maloù.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.