Kampagn Appomattox

Eus Wikipedia
Ulysses S. Grant ha Robert E. Lee, pennoù an nerzhioù lu enebet engouestlet en Appomattox Campaign
Hent Old Lynchberg, lec'h argadenn diwezhañ Appomattox

Kampagn Appomattox (Appomattox Campaign e saozneg) a voe un heuliad emgannoù e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika stourmet etre an 29 a viz Meurzh hag an 9 a viz Ebrel 1865 e Virginia.
E dibenn ar vrezeliadenn en em zaskoras ar Jeneral Kengevreet Robert E. Lee gant lu an Army of Northern Virginia da nerzhioù an Unvaniezh Union Army (Army of the Potomac, Army of the James hag an Army of the Shenandoah) renet gant al Letanant Jeneral Ulysses S. Grant. Unnek sizhun goude ma oa bet kodianet gant Lee, e voe dibenn ar Brezel diabarzh stadunanat gant ar peurrest eus al luioù kengevreet o kodianañ ha pennoù ar gouarnamant kengevreet o vezañ harzet pe o tec'hout kuit en estrenvro.

Pa oa Kampagn Richmond–Petersburg (brudet evel "Petersburg") oc'h echuiñ, arme Lee a oa skuizh goude ur goañvezh o vrezeliañ e fozioù-difenn war un talbenn ledet a-hed 64 km. O talañ ouzh nerzhioù kalz galloudusoc'h ha goude emgannoù lies, ar c'hleñvedoù, an naonegezh hag an dizertourien, an nerzh stourm a oa gwanaet a-galz. E-tal, nerzhioù lu Grant a oa dafaret mat, niverus ha gant ur yec'hed mat.
D'an 29 a viz Meurzh 1865, an Union Army hag a oa kroget gant an dagadenn a oa deuet a-benn da doullañ talbenn ar re gengevreet e gevred Petersburg. Troc'het e oa bet trumm al linennoù dezougen etrezek Petersburg ha gwashoc'h c'hoazh kêr-benn ar C'hengevread Richmond, Virginia. Trec'hioù an Union Army e-pad emgannoù Five Forks d'ar 1añ a viz Ebrel 1865 hag an hini e-pad Trede emgann Petersburg, lesanvet Breakthrough at Petersburg, d'an 2 a viz Ebrel 1865, o devoa digoret un hent aes war-du Petersburg ha Richmond. Lee a roas an urzh da gilañ an holl nerzhioù lu kengevreet a oa e Petersburg ha Richmond e-pad nozvezh an 2–3 a viz Ebrel a-raok ma vije erruet nerzhioù Grant da sparlañ an holl hentoù. Pennoù gouarnamant ar c'hengevread a oa tec'het war-du ar c'hornôg er memes nozvezh.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika a oa aet war-du ar c'hornôg evit tizhout Danville, Virginia ha Lynchburg, Virginia a eil pal. Lee en devoa soñjet ad-dafariñ e nerzhioù en unan eus ar c'hêrioù-se ha goude-se mont da Norzhkarolina evit unaniñ e nerzhioù gant re ar Jeneral Joseph E. Johnston. Nerzhioù lu Grant a oa dres a-dreñv reoù Lee. E-pad ar sizhun war-lerc'h, nerzhioù an Unaniezh a stourmas un heuliad emgannoù a-enep unvezioù kengevreet. Dont a rejont a-benn da zistrujañ pe troc'hañ al linennoù pourveziñ kengevreet. Gwashoc'h c'hoazh, dont a rejont a-benn da nac'hañ outo fiñval war-du ar su hag ar c'hornôg.

D'ar 6 a viz Ebrel 1865, e voe trec'het garv ar re gengevreet e-kerzh Emgann Sailor's Creek e Virginia. Kollet e oa bet ganto 7 700 soudard lazhet pe brizoniet hag un niver dianav a c'hloazidi. En desped da-se, Lee a gendalc'has da fiñval etrezek ar c'hornôg. Enkelc'hiet, berr ar boued hag an dafar, Lee a godianas d'an Army of Northern Virginia renet gant Grant d'an 9 a viz Ebrel 1865 en Appomattox Court House, Virginia.

Kiladenn ar Jeneral Lee hag e nerzhioù e-kerzh Kampagn Appomattox
Kodianidigezh Robert E. Lee en Appomattox Court House d'an 9 a viz Ebrel 1865

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) BERNARD, Vincent : Robert E. Lee – La légende sudiste, Paris, Perrin, 2014 – 154x240, 464 f. (ISBN 978-2-2620-4098-7)
  • (fr) BERNARD, Vincent : Ulysses S. Grant - L'étoile du Nord, Paris, Perrin, 2018 – 154x240, 348 p. (ISBN 978-2-2620-5035-1)