Mont d’an endalc’had

Emgann Five Forks

Eus Wikipedia
Emgann Five Forks
emgann
Rann eusBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hPetersburg Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°8′22″N 77°37′22″W Kemmañ
Deiziad1 Ebr 1865 Kemmañ
Order of battleFive Forks Confederate order of battle, Five Forks Union order of battle, Battle of Five Forks order of battle Kemmañ
Map
Emgann Five Forks, argadenn Sheridan e Five Forks
(lithografiezh embannet e-tro1886)

Emgann Five Forks a oa bet stourmet d'ar 1añ a viz Ebrel 1865, e mervent Petersburg, e Virginia, e SUA, war-dro kroashent linennoù tren Five Forks, en Dinwiddie County, e fin Sez Petersburg. Fin ar Brezel diabarzh stadunanat e oa.

An Union Army renet gant ar major jeneral Philip Sheridan en devoa trec'het un nerzh kengevreet eus an Army of Northern Virginia renet gant ar major jeneral George Pickett. Nerzhioù an Unaniezh a oa deuet a-benn da lazhañ ouzhpenn 1000 soudard kengevreet ha da bakañ ur 4000 prizoniad bennak. Deuet e oa an Unaniezh a-benn da aloubiñ Five Forks, ur c'hroashent strategel evit ar Su a-fed linennoù dezougen dre dren.

Goude Emgann Dinwiddie Court House (31 a viz Meurzh) da 10:00 eur noz, ar Vvet korfad traodegiezh a errue nepell diouzh an dachenn-emgann evit reiñ harp da korfad marc'hegiezh Sheridan. Urzhioù Pickett a-berzh e penn ofiser ar jeneral Robert E. Lee a oa da zifenn kroashent dezougen Five Forks "at all hazards" (ne ra forzh ar goust) dre ma oa ur poent strategel evit ar su.

Fiñvoù milourel e Petersburg a-raok ha goude Emgann Five Forks

Enorioù Medal of Honor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar soudarded eus an Union Army : Wilmon W. Blackmar, John Wallace Scott, Robert F. Shipley, Thomas J. Murphy, August Kauss, William Henry Harrison Benyaurd, Jacob Koogle, George J. Shopp, Joseph Stewart, William W. Winegar, Albert E. Fernald, Adelbert Everson, James G. Grindlay, Charles N. Gardner, Henry G. Bonebrake, Hiram H. De Lavie ha David Edwards a voe holl enoret gant ar Medal of Honor evit o obererezhioù en emgann.