Kaldayeg
Kaldayeg (ܟܠܕܝܐ Kaldāyâ, ܣܘܪܬ Sōreth) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Irak, Iran, Turkia, Liban, Stadoù Unanet, Unaniezh Europa, Aostralia |
Rannved : | Kurdistan Irak, Mosoul, Ninawa |
Komzet gant : | 206 000 en holl |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù afrez-aziatek Yezhoù semitek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | syr |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | CLD |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh semitek eus is-skourr yezhoù aramaek ar reter eo ar c'haldayeg (lishana kaldaya, kildani, kaldeeg, sureth, fellihi, fallani pe nevez-aramaeg kaldeek) komzet gant tro-dro da 200.000 den en Irak (100.000-200.00 den e 1994) dreist-holl.
Genidik e oa ar yezh-mañ eus kornôg ha norzh Kurdistan Irak stok ouzh ar vevenn gant Turkia. Bremañ, avat, e vez komzet en Irak e Mosul, Baghdad ha Basrah hag e gevred Kurdistan Irak. Kumuniezhoù divroidi bras pe vrasoc'h a vez kavet ivez en Aostralia, Belgia, Kanada, Alamagn, Liban, an Izelvroioù, Sveden, Siria, Turkia (Azia) hag er Stadoù-Unanet.
Eizh rannyezh zo:
- Mangecheg (mangesh)
- Alkocheg (alqosh)
- Telkepeg (tel kepe)
- Toskopeg (tisqopa)
- Bartileg (bartille)
- Botaneg (bohtan pe shirnak-chirze)
- Aradineg (aradhin)
- Dihokeg (dihok)
Tost a-awalc'h eo d'an dinieg evit ma teufe a-benn an dud d'en em gompren.
Skrivet e vez gant al lizherenneg siriek.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |