Kaiman Schneider

Eus Wikipedia
Kaiman Schneider


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Reptilia
Urzhad : Crocodilia
Kerentiad : Alligatoridae
Genad : Paleosuchus
Anv skiantel
Paleosuchus trigonatus
Schneider, 1801
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Kaiman Schneider (Paleosuchus trigonatus) a zo ur stlejvil hag a vev e Suamerika (Perou, Ecuador, Bolivia, Brazil, Kolombia, Venezuela, Guyana, Gwiana c'hall, Surinam).

Bevañ a ra e tachennoù koadek tro-dro da stêrioù ha froudoù prim o red ha bas an dour enno, e diazoù an Amazon hag an Orinoko.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil spesad bihanañ eo e-touez ar c'hrokodileged : war-dro 2 vetr eo ar pared hag 1,5 m d'an hirañ eo ar parezed.

Ar re vihan a ziglor gant un tarch aour war o fenn hag a ya da get gant an oad. Evel ar c'haiman korr eo gell daoulagad kaiman Schneider nevez-ganet pa eo melen daoulagad ar c'hrokodileged all.

A-feur ma kresk e teu e groc'hen da vezañ askornek ha rizennek, gant skant ledan ha lemm war e gein. Ur gwarez eo e groc'hen, azasaet ouzh e vuhez war an douar. Berr eo e lost, gant div roudennad skant a lak anezhañ da seblantout ledanoc'h.

Gouennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Erru eo ar par en e oad gour pa vez tizhet un hirder 1,4 m gantañ, ha gant ar barez pa vez 1,3 m ; da lâret eo war-dro 10-20 vloaz.

E fin ar c'houlz-amzer sec'h e vez dozvet 10-20 vi gant ar barez en un neizh savet ganti, a-wechoù e-kichen ur grugell merien-gwenn a-benn tennañ gounid eus he zommder. Evit un diorren a-zoare e rank ar vioù chom dindan un temperadur 28-32 derez. Moarvat eo liammet seks kaiman Schneider gant an temperadur m'eo bet goret pa oa er vi, evel gant an darn vrasañ eus ar c'hrokodileged. War-dro 100 deiz e pad ar goriñ (hiroc'h eo ar prantad-mañ eget gant ar spesadoù krokodileged all). Evel-se e tiglor ar re vihan goude koulz-amzer ar glaveier, e-kichen dourredennoù leun.

Difennet eo an neizh gant ar barez a-hed ar prantad-goriñ ha diwall a ra ivez he re vihan en dour e-pad meur a sizhun goude an digloriñ.

Emzalc'h ha reol-boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberiant eo dreist-holl diouzh an noz ha tremen a ra an deiz er goudor e-kichen ur stêr.

En em vagañ a ra ar re vihan diwar amprevaned dour hag artropoded all. Diwezhatoc'h e tebront mellkeineged (evned, pesked ha stlejviled). D'an oad gour e chaseont kentoc'h war an douar ha debriñ bronneged evel hoc'hed-dreinek ha pakaed.

Preizherien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus ket kalz a breizherien da gaiman Schneider : gwarezet-mat eo gant e groc'hen askornek hag e emzalc'h (chaseal diouzh an noz, kuzhat er stêrioù, difenn e re vihan). Ar jagoared a c'hell debriñ kaimaned yaouank, hag ar vioù a vez priziet mat gant glazarded bras ha koatied.

Dister eo talvoudegezh kenwerzhel kaiman Schneider dre m'eo re askornek e groc'hen evit mont d'ober lêr. Chaseet e vez memes tra evit e gig pe evit bezañ gwerzhet d'an douristed. Dañjer nec'husañ kaiman Schneider eo saotradur ha distruj e endro abalamour d'ar mengleuzioù aour.


Tiriad kaiman Schneider

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaiman Schneider e lec'hienn ADW, e saozneg