Crocodilia

Eus Wikipedia
Crocodilia

Krokodil an Nil
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Reptilia
Urzhad : Crocodilia
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Crocodilia a zo unan eus ar pevar urzhiad a ya d'ober ar stlejviled. Ennañ emañ an 23 spesad krokodiled, gavialed, kaimaned hag aligatored.

Distrubition of crocodiles

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl spesadoù-se a vev hag a chase en dour pe tost outañ. Azas eo o c'horf ouzh an elfenn-se : gwarezet eo o daoulagad gant un trede malvenn ha klapedoù a ya da stoufañ o divfronell hag o divskouarn. Ober a reont gant o lost evel gant ur stur evit dilec'hiañ buan en dour.

Hir ha kreñv eo o c'harvanoù ha lemm o dent. Rak-se eo diaes d'o freizhoù achap kuit diouzh o c'hrog.

O c'horf zo goloet gant ur c'hroc'hen kalet a c'hell bezañ kreñvaet c'hoazh gant skant a-wechoù.

Ar c'haiman korr eo ar spesad bihanañ (war-dro 50 cm e hirder) hag ar c'hrokodil-mor an hini brasañ (betek 7 metr e hirder hag 1 donenn e bouez).

Lec'h bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra ar c'hrokodileged er rannvedoù trovanel hag istrovanel.

Kerentiadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

3 c'herentiad zo ennañ :