Kae (sant)
Arabat droukveskañ gant sant Ke, sant brezhon.
Kae Pab an Iliz katolik roman | |
---|---|
Dilennet da bab | 17 a viz Kerzu 283 |
Dibenn e baboni | 22 a viz Ebrel 296 |
En e raok | Eutykianus |
War e lerc'h | Marcellinus |
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg | |
kemmañ ![]() |
Kae, pe Caius e latin, ganet en Dalmatia, a voe eskob Roma eus an 12 a viz Kerzu 283 betek e varv d'an 22 a viz Ebrel 296. Hervez ar c'hiz e vez graet ur pab anezhañ petra bennak ma ne voe graet an titl-se eus eskibien Roma nemet adalek Jelvestr Iañ.
Mab e oa da c'h-Gaius, pe, hervez ar santez Susanna Concordius, un den kar d'an impalaer Diocletian
E vez a voe kavet e kevioù-beziañ Callixtus hag en e vez edo ar walenn a sielle e lizheroù ganti (Arringhi, Roma subterr., 1. iv. c. xlviii. p. 426).
Lidet e vez da zeiz e varv d'an 22 a viz Ebrel, gant ar pab Soter. Enoret e vez e Dalmatia ha Venezia.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Caius and Soter, Saints and Popes e-barzh ar c'h-Catholic Encyclopedia 1913}}
- Opera Omnia by Migne patrologia Latina