Juan Peregrín Anselmo
Juan Peregrín Anselmo (pell anavezetoc'h evel Peregrino Anselmo ha lesanvet Nenín pe Napoleón), bet ganet d'an 30 a viz Ebrel 1902 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Here 1975 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (argader e bost dezhañ war an dachenn).
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, en Uruguay :
- 1918-1920 : Fénix Montevideo,
- 1923-1938 : Peñarol Montevideo, aet da gampion Primera División de Uruguay e 1928, 1929, 1932, 1935, 1936, 1937 ha 1938.
Mont a reas da c'hourdoner e bPeñarol da-heul e amzer c'hoarier hag kaset ar c'hleub da gampion Primera División de Uruguay e 1962.
C'hwec'h gwech en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1927 ha 1934, ha merket tri fal.
Ezel e oa eus skipailh Uruguay pa voe renket da drivet e 1929. C'hoariet e voe an holl grogadoù e Buenos Aires ha sed amañ da-heul an hini nemetañ en devoa kemeret perzh ennañ :
- 1añ a viz Du : Perou 0-4 Uruguay.
Ezel e oa eus skipailh Uruguay pa'z eas ar maout gantañ e 1935. C'hoariet e voe an holl grogadoù en Estadio Nacional del Perú (Lima) met ne gemeras ket perzh e nep hini anezhe.
- 21 a viz Gwengolo 1928 e Montevideo : Uruguay 2-2 Arc'hantina.
Krogadoù a vignoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 21 a viz Genver 1933 e Montevideo : Uruguay 2-1 Arc'hantina,
- 15 a viz Eost 1934 en Avellaneda (Arc'hantina) : Arc'hantina 1-0 Uruguay.
C'hoarioù Olimpek hañv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). N'en devoa c'hoariet krogad ebet.
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. Ne c'hoarias nemet daou grogad :
21 a viz Gouere : Uruguay 4-0 Roumania (bet plantet ur pal gantañ),
27 a viz Gouere (hanter-c'hourfenn) : Uruguay 6-1 Yougoslavia (bet plantet daou bal gantañ).
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.