Mont d’an endalc’had

Centro Atlético Fénix

Eus Wikipedia

Centro Atlético Fénix (anavezeteoc'h evel Fénix) zo ur c'hleub mell-droad uruguayat bet krouet d'ar 7 a viz Gouere 1916 e Capurro (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)).

Er memes karter, e 1909, e oa bet ganet ur c'hleub, Guaraní an anv anezhañ, hag a oa aet da get buan a-walc'h (1913). C'hoant bras gant diazezerien Fénix da reiñ buhez dezhañ a-nevez o devoa dibabet envel anezhañ feniks, evel an evn mojennel a adc'han ingal diwar e ludu.

Meur a lesanv a zo bet roet d'ar c'hleub a-hed e istor : Albivioletas, el Ave, La Máquina de Capurro.

C'hoari a ra e grogadoù en Estadio Parque Capurro.

Titloù bet gounezet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarierien vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]