Mont d’an endalc’had

Joze 'r C'hoed

Eus Wikipedia

Marie-Josèphe Bertrand a oa ur ganerez eus Kanuhel, ganet e 1886 ha marvet e 1970. Studiet eo bet he mouezh, he c'hanaouennoù hag he stil Patrom:Gant piv? da heul enrolladennoù graet gant Claudine Mazéas er bloavezhioù 1950.

Ganet eo e metoù paour ar votaouerien-goad. Derc'hel a reas un davarn a-raok an Eil Brezel-bed e bourc'h Kanuhel. Lesanvet e voe Joze 'r C'hoed gant tud ar c'hornad. Brudet e oa evit he mouezh hep he far e Bro-Fañch a-bezh ma kane er rannyezh anezhi.

Levezonet he deus stil meur a ganer – Yann-Fañch Kemener en o zouez, hag en doa he anavezet pa rae kenstrivadegoù e kêr Sant-Nikolaz-ar-Pelem – o deus kanet kalz eus ar c'hanaouennoù e voe Joze 'r C'hoed ar vouezh anezho, evel Nolùen Le Buhé, Annie Ebrel pe Marthe Vassalo en o albom Teir.

Enrolladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dastum /5 - Pays Fañch (1978)
  • Grands interprètes de Bretagne /4 - Marie-Josèphe Bertrand, chanteuse du Centre-Bretagne, Dastum (Meurzh 2009)