Jerzenezeg
Jerzenezeg (Jèrriais) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Jerzenez, Serk |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 2.600 a dud (anavezet gant 10.000 a dud) |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | got |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar jerzenezeg (Jèrriais) a zo ur yezh oïl a-orin normanek a vez komzet e Jerzenez. Kar eo d'ar gwernenezeg. Komzet e vez ur rannyezh jerzenezek e Serk (serkeg), bet kaset di eus Jernenez er XVIvet kantved. N'eo ket kevatal ar jerzenezeg, yezh hengounel an enez, d'ar galleg a vez implijet eno evit aferioù a denn d'ar velestradurezh.
E 2001 e veze komzet ar yezh gant 3% eus an dud a vev en enez ha betek 15% a zo gouest d'he c'hompren. Mont war gresk a ra an niver a vugale barrek war ar yezh abaoe ma vez kelennet muioc'h-mui er skolioù[1].
Klasket e vez gwareziñ ar yezh hag he c'has war-raok ivez dre hec'h implijout muic'h-mui er vuhez foran, da skouer war pannelloù-hent hag all.
Gerioù brezhoneg e jerzenezeg ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jerzenez a oa ul lodenn eus Breizh betek aloubadeg an Normaned. Hervez lod e vefe un dornadig gerioù a orin brezhonek e jerzenezeg :
- pihangne, ur c'hrank, a zeuje eus ar brezhoneg bihan ;
- quédaine a zeuje eus gadenn (< gad, liester gedon) ;
- baîni