Gwernenezeg
| Dgèrnésiais | |
|---|---|
| Komzet e: | Gwernenez |
| Komzet gant: | 1.327 den (934 flour) |
| Renkadur hervez ar familhoù-yezh: |
Indezeuropek |
| Statud ofisiel | |
| Statud ofisiel ebet e: | Gwernenez |
| Kodoù yezh: | |
| ISO 639-1: | |
| ISO 639-2: | |
| SIL: | |

Ar gwernenezeg[1] (dgèrnésiais pe guernésiais) a zo ur yezh normanek komzet e Gwernenez. Ur yezh oïl an hini eo.
E 2001 e c'helle 1.327 a dud, da lâret eo 2% eus poblañs an enezenn, komz ar yezh en un doare flour ha 3% he c'homprene mat. Ouzhpenn 70% eus ar gomzerion-se a zo en tu all da 64 vloaz avat. Etre ar re yaouank ne vez komzet nemet gant 0,1% eus an dud, met 14% a gompren ar yezh tamm pe damm.
Dont a ra a-benn, tu pe du, ar wernenezegerion da gompren ar jerzenezeg ha gallout a reont ivez kompren Normanded e Bro-C'hall.
N'eo ket bet ken levezonet ar gwernenezeg gant ar galleg ha m'eo bet ar jerzenezeg, met kreñvoc'h eo bet levezon ar saozneg war yezh Gwernenez.
Labourat evit difenn ar yezh a ra L'Assembllaïe d'Guernesiais bet krouet e 1957. Kelennet e vez ar yezh er skolioù a-wechoù ivez evel ur yezh da dibab.
Skwerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Quaï temps qu’i fait? : (Penaos emañ an amzer?)
- I' fait caoud ogniet : (Tomm eo hiziv)
- Tchi qu’est vote naom? : (Pe anv oc'h?)
- Coume tchi que l’affaire va? : (Penaos 'mañ kont?)
- Quaï heure qu'il est? : (Pet eur eo?)
- À la perchoine : (Kenavo ar c'hentañ)
- Mercie bian : (Trugarez vras)
Gwelet ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Petra eo ar gwenezeneg? (e saozneg)
- Guernsey French (e saozneg)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Gwerenezeg" e "Bro-Normandi : ur yezh dezhi ivez ?" gant Jorj Abherve-Gwegen e Al Liamm nv195 p.283.