Jean de Ploeuc
Neuz
Jean de Ploeuc a oa bet eskob Treger eus 1442 da 1453[1].
Anvet eo bet ar 4 Mae 1442, gant ar pab Eujen IV, war lerc'h Raoul Rolland, aet da Anaon ouzhpenn ur bloaz a-raok.
Klinket en eus iliz-veur Landreger gant murlivadurioù ha gant gwerennoù-livet. War dro 1450, e grogas da sevel ar c'hloastr.
Ar 5 Mae 1444 e ziazezas al laz-kanañ iliz-veur Landreger, bet kadarnet ar 27 Mezheven 1449 gant ar pab Nikolaz V.
An 17 Eost 1447 e savas da iliz-chalonied iliz parrez Tonkedeg gant aotre ar pab Eujen IV.
Jean IV de Ploeuc a zo aet da Anaon ar 7 Ebrel 1453.
Jean V de Coëtquis e zeuas war e lerc'h.
Notennoù
- ↑ Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960