Raoul Rolland
Neuz
Raoul Rolland a oa eskob Treger eus 1434 da 1441[1].
Genidig e oa eus Kerlouri, e Plounez.
Anvet eo bet eskob Treger, war lerc'h Pierre Piédru, ar 6 Gwengolo 1434, a-eneb mennozh dug Breizh. Divroc'hañ e reas an dug gant an eskob.
Raoul Rolland a zo anvet abalamour ul levr reolennoù savet gantañ evit e eskopti. Dornskrid al levr se, anvezet ar Raoulin, a zo bet miret gant Dielloù an Departamant e Sant-Brieg.
Raoul Rolland e yeas da Anaon ar 14 Ebrel 1441, hag e oa Gwener ar Groaz.
Jean IV de Ploeuc e zeuas war e lerc'h.
Notennoù
- ↑ Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960