Pierre Piédru

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ardamezioù disanvet

Pierre Piédru a voe eskob Treger eus 1430 da 1434.[1]

Genidik e oa eus Naoned.

Anvet e voe da eskob Treger war-lerc'h Jean III de Bruc, d'ar 25 a viz Gwengolo 1430.

Kemer a reas perzh e sened-iliz Basel e 1434.

Dilec'hiet e voe gant ar pab da Naoned d'ar 25 a viz Eost 1434.

Bec'h a savas etre ar pab ha dug Breizh, met hemañ a blegas.

Pierre Piédru a yeas da Anaon e Naoned d'ar 24 a viz Du 1449.

Raoul Rolland a zeuas war e lerc'h war gador eskob Treger.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960