Jean de Coëtquis
Jean de Coëtquis a oa bet eskob Roazhon eus 1450 da 1453, ha goude se eskob Landreger, eus an 23 Gouere 1453 d'an 23 Gwengolo 1454.
Familh Koedkiz a oa genidik eus parrez Sant-Vazhe (hirie e Plougonvelen), en eskopti Leon.
Buhez eskob
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yann a Goedkiz (Jean de Coëtquis) a voe anvet da eskob Roazhon e 1450 gant kuzul-chalonied iliz-veur Roazhon, mes a-enep an hini bet kinniget gant ar pab Nikolaz V.
Dre ma dalc'he da chom eskob Roazhon, e voe eskumununuget gant ar pab.
Goude ur vreutadenn etre an dug Pêr II hag ar pab, savet e oa an eskumunugenn, ha Jean de Coëtquis anvet eskop Treger, dre ur builh eus ar 27 Gouere 1453.
Azezet e oa war gador eskopti Treger d'ar 26 Meurzh 1454, war-lerc'h Jean de Ploeuc.
Savet en eus meur a reolenn-diazez pouezus evit an eskopti.
Aet e oa da Anaon d'an 23 Gwengolo 1464.
Christophe du Chastel a zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960