Jean Galfione
Neuz
Ur sportour gall vha breizhat[1] eo Jean Galfione (9 a viz Mezheven 1971 e Pariz). Un atletour eo bet, al lammat gant ar berchenn e ziskiblezh, ha bremañ eo merdeer.
Lamm gant ar berchenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ e rekordoù :
- 6,00 m (rekord Bro-C'hall er goudor, 5 a viz Meurzh 1999 e Maebashi (Japan)),
- 5,98 m (rekord Bro-C'hall dindan an amzer, 23 a viz Gouere 1999 en Amiens (Somme)),
- 5,92 m (rekord olimpek, 2 a viz Eost 1996 en Atlanta (Stadoù Unanet)).
Gérard Lenzoni ha da c'houde Maurice Houvion a oa bet gourdoner dezhañ.
Ezel eus ar Stade Français eo bet betek 2001 ha da c'houde eo bet gant Kab Pont-'n-Abad adalek 2002.
En hañv 2005 e oa bet divizet gantañ chom a-sav goude kampionad ar bed.
Titloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kampion olimpek e 1996
- Kampion ar bed er goudor e 1999
- Kampion ar bed rummad ar juniored e 1990
- Kampion Bro-C'hall rummad seniored e 1993, 1994, 1995, 1996, 1997 ha 1998
- Medalenn arc'hant e kib ar bed 1994
- Medalenn arc'hant e kampionad Europa 1994
- Medalenn arem e kampionad ar Bed 1995
- Medalenn arem e kampionad ar Bed e sal 1993
- Medalenn arem e kampionad Europa 1994 ha 1998
Bageal-dre-lien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemeret en deus perzh er Solidaire du Chocolat etre Naoned / Sant-Nazer ha Progreso e 2012.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://web.archive.org/web/20200220020420/http://www.finisteretourisme.com/le-finistere-vu-par-jean-galfione Le Finistère vu par Jean Galfione
Kampioned olimpek el lamm dre berchenn evit paotred |
Welles Hoyt | Irving Baxter | Charles Dvorak | Fernand Gonder | Edward Cook Alfred Gilbert | Harry Babcock | Frank Foss | Lee Barnes | Sabin Carr | William Miller | Earle Meadows | Guinn Smith | Bob Richards (div wech) | Don Bragg | Fred Hansen | Bob Seagren | Wolfgang Nordwig | Tadeusz Ślusarski | Władysław Kozakiewicz | Pierre Quinon | Sergei Bubka | Maksim Tarasov | Jean Galfione | Nick Hysong | Timothy Mack |