Jean Chouan (film)
Jean Chouan zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Luitz-Morat e 1925.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Istor,
- Senario : Arthur Bernède,
- Produour : Société des Cinéromans (Joinville-le-Pont (Seine) d'ar mare-se),
- Skeudenniñ : Frank Daniau-Johnston, Georges Daret ha Henri Stuckert,
- Kinkladur : Gaston Dumesnil,
- Prantad filmañ : 21 a viz Gouere - miz Du 1925,
- Lec'hioù filmañ : studioioù Épinay-sur-Seine (Seine d'ar mare-se), Vañde, Kastell Duged Breizh e Naoned, Nervouster,
- Deiziad dont er-maez : 22 a viz Genver 1926,
- Padelezh : 3e 40'.
Framm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renkañ a c'heller Jean Chouan e-touez ar sineromantoù a veze savet sof-kont e-pad ar prantad etre an daou vrezel bed. Eizh rann a ya d'e ober :
- La Patrie en danger (Ar vammvro en arvar),
- La Bataille des coeurs (Emgann ar c'halonoù),
- Sur le pont de Pyrmil (War Bont Pirmil),
- Par la haine et par l'amour (Dre gasoni ha dre garantez),
- L'Otage (An Ostaj),
- La Citoyenne Maryse Fleurus (Ar Sitoianez Maryse Fleurus),
- Le comité de Salut Public,
- La Grotte aux fées/La Pierre qui vire,
- Les Soldats de France (Soudarded Bro-C'hall).
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emeur e mare istor Bro-C'hall ma stourm ar Chouaned ouzh ar soudarded republikan. Karout a ra Jacques Cottereau, mab Jean Cottereau, Marie-Claire (merc'h Maxime Ardouin), hag hemañ dileuriad ar Republik C'hall e Naoned. Dre heg eo bet adkaset Jacques gant e dad da du ar re Wenn ma'z eo Markizez a Dorigneg o harozez dezhe. Magañ a ra Maryse Fleurus, bet maouez a lez, kasoni vras ouzh Marie-Claire Ardouin. Honnezh a vo diskuliet he jeu, goude meur a daol-kaer ; mont a ra an daou dad da Anaon hag eurediñ an daou amourouz.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maurice Schutz : Jean Cottereau pe Jean Chouan diouzh e anv-brezel,
- Elmire Vautier : an itron markizez a Dorigneg,
- René Navarre : Maxime Ardouin,
- Claude Mérelle : Maryse Fleurus, Kontez a Gerc'hfaou,
- Jean Debucourt : Maximilien de Robespierre,
- Maurice Lagrenée : Jacques Cottereau,
- Anna Lefeuvrier : Marie-Victoire Lefranc,
- Cesar-Tullio Terrore : Pierre Florent,
- Paul Amiot : Markiz a Dorigneg,
- Marthe Chaumont : Marie-Claire Ardouin,
- Albert Decoeur : Guillaume Lefranc,
- Daniel Mendaille : François Séverin Marceau,
- Thomy Bourdelle : Jean-Baptiste Kléber,
- Jean-Paul de Baëre : Nicolas Lefranc,
- René Vignières : Louis Antoine de Saint-Just,
- William Burke : Jean-Marie Collot d'Herbois,
- Jacques Cléry : La Rochejaquelein,
- Marthe Jessy :,
- Ray-Roy :,
- Engeldorff :,
- Yvette Armel :,
- Maurice Mariaud .