François Séverin Marceau

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Poltred François Séverin Desgraviers-Marceau engravadur 1830

François Séverin Marceau-Desgraviers, lesanvet Jeneral Marceau, ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1769 e Chartres ha marvet d'an 21 a viz Gwengolo 1796 en Altenkirchen (Rheinland-Pfalz), a oa ur jeneral gall da vare an Dispac'h.

Brudet e oa da vezañ paotr koant, kalonek, ha troet war ober ar mad ha difenn ar bobl diouzh feulster ar brezel.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

François Séverin Marceau-Desgraviers a zo mab d'ur prokulor evit un dalc'h eus Chartres, e dazont a voe raksoñjet e bed ar Gwir ; a-benn ar fin e choaza an hent milourel hag emzelet e voe d'an oad a 16 vloaz en troadegiezh d'an 2 a viz Kerzu 1785, e rejimant Angoulême.

Setu penaos e oa bet taolennet gant gerioù Hippolyte Maze, François Séverin Marceau « était grand et bien fait […] les yeux grands et brun […] le teint pâle, la bouche […] couverte par une fine moustache rousse ; de longs cheveux châtains […] l’ensemble de sa personne était plein de distinction et d’élégance ».

Buhez soudard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa grog an Dispac'h gall, emezeliñ a ra er Gward broadel parizian d'ar 14 a viz Gouhere 1789. E miz Here ez eo kabiten gwarda broadel Chartres. E 1791, emezelet eo er 1añ batailhon emouestlidi Eure-et-Loir. Dilennet eo kabiten eus an eil gompagnunezh d'ar 6 a viz Du. Graet e vez adjudant-major anezhañ d'ar 1añ a viz Kerzu, goude-se ez eo enoret letenant-koronal a eil d'ar 25 a viz Meurzh 1792.

François Séverin Marceau-Desgraviers
Taolenn gant Sergent-Marceau, 1798.
Dielloù departamantel Eure-et-Loir.