Joinville-le-Pont

Eus Wikipedia
Ur pennad Joinville zo ivez.
Joinville-le-Pont
Pont Joinville-le-Pont.
Pont Joinville-le-Pont.
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Enez-Frañs
Departamant Val-de-Marne
Arondisamant Nogent-sur-Marne
Kanton Charenton-le-Pont
Kod kumun 94042
Kod post 94340
Maer
Amzer gefridi
Olivier Dosne
2014-2020
Etrekumuniezh Métropole du Grand Paris

EPT Paris-Est-Marne et Bois

Lec'hienn web http://www.joinville-le-pont.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 19 128 ann. (2020)[1]
Stankter 8 281 ann./km²
Anv annezidi Joinvillais
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°46′11″N 2°54′41″E
Uhelderioù bihanañ 33 m — brasañ 61 m
Gorread 2,31 km²

Joinville-le-Pont a zo ur gumun c'hall en departamant Val-de-Marne hag er rannvro Enez-Frañs. E 1790 eo bet krouet ar gumun-se diouzh parrez kozh Saint-Maur (Saint-Maur-des-Fossés hiziv an deiz) dindan an anv La Branche-du-Pont-de-Saint-Maur, a-raok bezañ adanvet Joinville-le-Pont e 1831.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kreiz tolpad kêrel Pariz emañ Joinville-le-Pont.

Kumunioù amezek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rod an avelioù Pariz (koad Vincennes) Nogent-sur-Marne Champigny-sur-Marne Rod an avelioù
Pariz (koad Vincennes) N Champigny-sur-Marne
K    Joinville-le-Pont    R
S
Maisons-Alfort Saint-Maur-des-Fossés Saint-Maur-des-Fossés

Kêraozañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou genstroll karterioù dispartiet gant ar Marne a ra gant kêr Joinville-le-Pont, da lâret eo Les Hauts de Joinville (Joinville Uhelañ), er c'hornôg, ha Le Bas de Joinville (Joinville Izelañ), er reter. Etre an daou genstroll-se e kaver war ar stêr l'île Fanac (enez Fanac), a c'heller degouezhout enni dre pont ar gêr.

Seizh karter a rann ar gumun en doare ofisiel : "Europe", "Île Fanac", "Palissy"," Paris/Canadiens", "Polangis", "Quai de la Marne" ha "Vautier/Leclerc".

Politikerezh ha melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll ar maerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll ar maerioù abaoe Dieubidigezh Bro-C'hall
Mare Anv Strollad Micher
2008- Olivier Dosne UMP, goude LR Apotiker
1983-2008 Pierre Aubry RPR, goude UMP Penn embregerezh
1977-1983 Guy Gibout PCF Kazetenner
1975-1977 Jean-Pierre Garchery RGR Beajour kenwerzh
1953-1975 Georges-Maurice Defert PSD Kalvez
1953 Amélie Trayaud PCF Implijadez tramgarr
1944-1953 Robert Deloche PCF Micherour

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevenadur lec'hel ha glad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hioù ha monumantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savadurioù azeuliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Templ boudaat Linh Son,
  • Iliz Sant-Charlez Borrome,
  • Iliz Santez-Anna,
  • Chapel Sant-Leonardo (aet da get),
  • Chapel Itron Varia Presles (aet da get).

Savadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Savadur klub roeñverezh "Aviron Marne et Joinville" : savet war an enez Fanac e 1883, distrujet eo bet gant an tan e miz Here 2005 a-raok bezañ adsavet ez-peurheñvel e 2007,
  • Kastell ar Parangon : ar savadur-se, Kuzul Departamant Val-de-Marne e berc'henn, a zegemer servijoù sokial ennañ goude bezañ degemeret ar Skol Bleustrek Drevadennel e deroù XXvet kantved. Savet eo bet e-pad eil hanter ar XVIIvet kantved hag emañ ur park bras en-dro dezhañ, foran evit un darn,
  • Bez Jean-Baptiste Jupille (bered kêr) : lesanvet "ar mêsaer Jupille", saveteet eo bet diouzh ar gounnar gant Louis Pasteur e 1885.

Glad sevenadurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Skol an Arzoù ar gumun (anvet "Skol Sonerezh Hector Berlioz" gwechall), en enez Fanac,
  • Skol dañs Aurélie Dupont.

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA