Mont d’an endalc’had

Jean-Marie Lustiger

Eus Wikipedia
Jean-Marie Lustiger
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean-Marie Lustiger Kemmañ
Anv ganedigezhAron Lustiger Kemmañ
Anv-bihanJean-Marie Kemmañ
Anv-familhLustiger Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Gwe 1926 Kemmañ
Lec'h ganedigezh12th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv5 Eos 2007 Kemmañ
Lec'h ar marv15vet arondisamant Pariz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev ar skevent, bone cancer Kemmañ
Lec'h douaridigezhIliz-veur Notre-Dame Kemmañ
KarArno Lustiger, Gila Lustiger Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michertheologian, skrivagner, Catholic deacon, beleg katolik, eskob katolik Kemmañ
KargRoman Catholic Archbishop of Paris, bishop of Orléans, Kardinal, seat 4 of the Académie française, ordinaire des Orientaux de France Kemmañ
Bet war ar studi eFaculty of Arts of Paris, Catholic University of Paris, Lycée Montaigne (Paris) Kemmañ
Lec'h annezPariz, Orleañs, Decazeville Kemmañ
Lec'h labourOrleañs, Pariz Kemmañ
Strollad etnekYuzevien Kemmañ
Relijion pe kredennIliz katolik roman Kemmañ
ConsecratorFrançois Marty, Eugène-Marie Ernoult, Daniel Pézeril Kemmañ
Perzhiad e2005 conclave Kemmañ
Testenn ar ger-sturTout est possible à Dieu Kemmañ
Ezel eusAcadémie Française, Q27765149 Kemmañ

Aron Jean-Marie Lustiger (bet ganet d'ar 17 a viz Gwengolo 1926 e Pariz, marvet d'ar 5 a viz Eost 2007 e Pariz) a oa beleg en Iliz katolik, arc'heskob Pariz eus 1981 betek 2005 hag anvet da gardinal gant ar pab Yann-Baol II e 1983. Ezel eus an Académie française e oa ivez.

Ganet e oa bet en ur familh yuzev met treiñ a reas war-zu ar relijion gatolik e-pad an Eil Brezel Bed ha mont a reas da veleg ur wezh echu ar brezel. Kendelc'her a reas avat d'en em welet evel yuzev a-hed e vuhez.

Evel eskob e tifennas ar gwir evit an Iliz da gemer perzh e breudoù ar vuhez politikel hep klask distreiñ war pennaenn al likelezh evel m'eo diazezet gant Lezenn 1905. Labourat a reas ivez war an darempredoù etre ar gumuniezh yuzev gall hag an Iliz katolik, o lakaat anezhi da anavezout hec'h atebegezh er Shoah.