Jean-Cantius Garand
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kanada, Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | John |
Anv-familh | Garand |
Deiziad ganedigezh | 1 Gen 1888 |
Lec'h ganedigezh | Saint-Rémi |
Deiziad ar marv | 16 C'hwe 1974 |
Lec'h ar marv | Springfield |
Micher | inventor, Ijinour |
Deroù ar prantad labour | 1917 |
Prizioù resevet | Holley Medal, Medal for Merit, John Scott Award |
Jean-Cantius Garand, anavezetoc'h gant e anv saoznekaet John Garand pe John C. Garand, ganet d'ar 1añ a viz Genver 1888 e Saint-Rémi-de-Napierville (bremañ Saint-Rémi, Kebek) ha marvet d'ar 16 a viz C'hwevrer 1974 e Springfield, Massachusetts, a oa un ijinour kanadian ha stadunanat[1]. Unan eus ijinourien armoù-tan vrudetañ an XXvet kantved eo. Brudet eo evit bezañ savet ar fuzuilh M1 Garand implijet etre 1936 ha 1957 gant an US Army[2].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab henañ ur familh labourerien-douar c'hallek, enni daouzek bugel, e oa Jean-Cantius Garand. Pa voe 11 vloaz e tilojas gant e dud da Danielson, e Connecticut. Dilezel a rejont al labour-douar. Bloaz war-lerc'h e krogas Jean-Cantius da labourat en ul labouradeg gwiadoù[1]. Eno e tapas barregezhioù a servijas dezhañ en e red-micher. Diskouez a reas bezañ ampart evit dresañ mekanikoù ha dont a-benn gant kudennoù teknik a bep seurt[2].
Da 18 vloaz e lakaas breouañ daou ostilh ijinet gantañ. Bloaz war-lerc'h e voe implijet evit sevel jaojoù el labouradeg Brown & Sharpe Co. e Providence, Rhode Island. Adalek 1916 e krogas da vezañ dedennet gant sevel fuzuilhoù damaotomatek. Ur c'hentpatrom a ginnigas daou vloaz goude d'an US Navy. Desachañ a reas evezh ar Stad, hag implijet e voe gant ar Bureau of Standarts e Washington, D.C.. Daou vloaz war-lerc'h e tapas ur post ijinour e arsanailh-Stad Springfield, hini pouezusañ ar vro, e-lec'h ma kendalc'has da labourat evit sevel armoù damaotomatek, a oa un araokadenn e-keñver ar fuzuilhoù-morailh a veze implijet en armeoù betek neuze[2].
E 1932 e lakaas breouañ ur fuzuilh damemgefreek skañv ha fizius, pourvezet gant klipoù 8 kartouchenn. An US Army a zibabas an arm evel arm standart e 1936 dindan an anv M1. An US Navy hag an US Marine Corps a reas heñvel e 1940. Lesanvet e voe ar fuzuilh M1 Garand pe Garand gant ar soudarded. Ouzhpenn 5 milion a skouerennoù anezhi a voe produet betek ma voe kemeret he flas gant an M14 e 1957.
Mont a reas Garand en e retred e 1953[1]. Tapet en doa ar vroadelezh stadunanat ha meur a vedalenn hag a enor er Stadoù-Unanet. Bevañ a reas e Springfield betek e varv e 1974[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) John C. Garand en Encyclopaedia Britannica (lennet d'ar 24/07/2024)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) John Garand war lec'hienn an National Park Service (lennet d'ar 24/07/2024)