Jean-Baptiste Joseph Debay
Neuz
Jean-Baptiste Joseph Debay, lesanvet Debay ar mab, bet ganet d’an 30 a viz Eost 1802 e Naoned hag aet d’an Anaon e 1862 e Pariz, a oa ur c’hizeller breizhat.
Mab e oa d'ar c'hizeller belgiat Jean-Baptiste Joseph De Bay, lesanvet Debay an tad, ha breur henañ d'ar c'hizeller ha livour Auguste Hyacinthe Debay.
Ober a reas e studi e Skol an Arzoù-Kaer e Pariz etre 1824 ha 1829. Mont a reas Priz Roma gantañ e 1829, ha neuze e voe degemeret e Villa Medici etre 1830 ha 1834.
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Penn an tisaver Mathurin Crucy
-
Anna Vreizh eus Rouanezed Frañs ha Merc'hed Brudet
-
Delwenn ar Jeneral Pierre Cambronne e Naoned