Mont d’an endalc’had

James McDougal Hart

Eus Wikipedia
James McDougal Hart
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJames McDougal Hart Kemmañ
Anv-bihanJames Kemmañ
Anv-familhHart Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Mae 1828 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKilmarnock Kemmañ
Deiziad ar marv24 Her 1901 Kemmañ
Lec'h ar marvBrooklyn Kemmañ
Lec'h douaridigezhGreen-Wood Cemetery Kemmañ
Breur pe c'hoarWilliam Hart, Julie Hart Beers Kemmañ
PriedMarie Theresa Gorsuch Hart Kemmañ
BugelLetitia Bonnet Hart, Mary Theresa Hart Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherlivour Kemmañ
Tachenn labourlandscape painting Kemmañ
LuskadHudson River School Kemmañ
Tachennlandscape painting Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Reference Library Kemmañ

James McDougal Hart (Cille Mheàrnaig, 10 a viz Mae 1828Brooklyn, 24 a viz Here 1901) a oa ul livour stadunanat a orin skosat, ezel eus al luskad Hudson River School evel e vreur koshoc'h William McDougal.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Cille Mheàrnaig e Bro-Skos e oa bet ganet James McDougal Hart e 1828, pevar bloaz a-raok ma tivroas e diegezh da SUA evit em staliañ en Albany (stad New York).

En Albany e voe deskard e ti ul livour a ginkle karroñsoù gant gweledvaoù — marteze an den end-eeun hag en devoa implijet e vreur William kent 1834.

Goude-se e tistroas da Europa evit deskiñ da vat ar vicher a livour dindan ren ar gweledvaour alaman Wilhelm Schirmer (1802-1866) e Düsseldorf. Eno e voe lakaet da ezel an Düsseldorfer Malerschule, Skol Livouriezh Düsseldorf[1],[2]. E München e voe goude-se, o vale a-hed ar Roen hag e Tirol evit tresañ dindan an amzer[3]. Dre W. Schirmer en devoa desket doare ar Gall Claude Lorrain (~1600-1682) hag an Izelvroad Jacob van Ruisdael (~1628-1682)[4].

E 1848, hag eñ oadet a 20 vloaz, e voe diskouezet e daolenn gentañ en National Academy of Design (NAD) e New York. Goude e zistro da SUA e 1853, e staliadur e New York e 1856 hag a-drugarez d'e weledvaoù, chatal enno alies evel e re an Hudson River School, e voe degemeret en NAD e 1858 — ar bloaz ma voe dilennet e vreur William da ezel — ha dilennet d'e dro e 1859[5]. E-pad tremen 40 vloaz e tiskouezas e oberennoù en NAD, ma voe beskadoriad adalek 1895 betek 1899. Evel re e vreur e voe lakaet e daolennoù war ziskouez er Brooklyn Art Association hag e diskouezadegoù meur en SUA.

Dre ma oa ezel eus an Hudson River School e live dremmvroioù damheñvel ouzh re e vreur William, hogen war lienoù bras-bras, evel The Old Homestead (1862), a zo 0,945 x 1,72 metr he ment.

Evel e vreur c'hoazh e oa ampart-kenañ William evit livañ chatal. Disheñvel-bras diouzh hini izili all ar Skol e oa e sell war ar gweledvaoù avat, ken ez eo arouezus an talennoù-se eus doare an Hudson River School evel Summer in the Catskills, e-tro 1865.

D'ar 24 a viz Here 1901 e varvas James M. Hart e Brooklyn, oadet a 73 vloaz. E bered Green-Wood e Brooklyn e voe beziet[6].

Taolennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (de) Andree, Rolf. Die Düsseldorfer Malerschule. Darmstad : Verlag Phillip von Zabern, 1979, p. 145 (ISBN 978-3-8053-0409-2)
  2. (de) Morgen, Sabine. Die Ausstrahlung der Düsseldorfer Schule nach Amerika im 19. Jahrhundert. Göttingen : Edition Rupecht, 2008, p. 384 ha 686 (ISBN 978-3-7675-3059-1)
  3. (de) Andree, op. cit. p. 203.
  4. (de) Morgen, op. cit. p. 694.
  5. (en) NAD. Kavet : 14/10/2023.
  6. (en) Find A Grave. Kavet : 14/10/23.