Mont d’an endalc’had

William Hart

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant William Matthew Hart.
William Hart
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanWilliam Kemmañ
Anv-familhHart Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Meu 1823 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPàislig Kemmañ
Deiziad ar marv17 Mez 1894 Kemmañ
Lec'h ar marvMount Vernon Kemmañ
Lec'h douaridigezhGreen-Wood Cemetery Kemmañ
Breur pe c'hoarJames McDougal Hart, Julie Hart Beers Kemmañ
BugelJessica Wallace Hart Kemmañ
Micherlivour Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Research Library Kemmañ
LuskadHudson River School Kemmañ
Tachennlandscape painting Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

William McDougal Hart (Paisley, 31 a viz Meurzh 1823Mount Vernon, 17 a viz Mezheven 1894) a oa ul livour stadunanat a orin skosat, ezel eus al luskad Hudson River School. Bet e oa deskard d'al livour akademiek gall Jules Joseph Lefebvre a-raok dezhañ arbennikaat war al livañ dremmvroioù ha chatal.

E Paisley e Bro-Skos e oa bet ganet William Hart e 1823, nav bloaz a-raok ma tivroas e diegezh da SUA evit em staliañ en Albany (New York).

E stal ul livour kinkler en Albany hag e Troy e voe deskard, war lez dehou an Hudson, ma labouras da livañ dremmvroioù war gostezioù karroñsoù[1]. Goude 1834 ec'h eas da boltredour ivez. E dibenn ar bloavezhioù 1830 e veajas dre stadoù ar Midwest, e Michigan dreist-holl, da glask urzhiadoù poltredoù, hep ober berzh avat.

Er bloaz 1848 e voe lakaet e daolenn gentañ war ziskouez en National Academy of Design (NAD) e New York. Bloaz war-lerc'h e titroas da Albany, hag e dibenn ar bloaz en devoe ur yalc'had digant un doktor Ormsby evit mont da Europa ha studiañ al livañ gweledvaoù eno. E Bro-Skos e livas betek 1852 kent distreiñ da Albany ha dilojañ da New York e 1853. Evel an darn vrasañ eus gweledvaourien SUA e reas staliañ ur studio eno, e 1858, ar bloavezh ma voe degemeret evel ezel en aozadur an NAD ; adalek ar bloaz-se betek kreiz ar bloavezhioù 1870 e tiskouezas ingal e oberennoù eno. Ouzhpenn d'an NAD e oa William Hart ezel eus an American Watercolor Society[2], ma voe kadoriad adalek 1870 betek 1873[1].

E 1865, oajet a 42 vloaz, e voe dilennet da gadoriad kentañ ar Brooklyn Academy of Design[3].

D'ar 17 a viz Mezheven 1894 e varvas William Hart e Mount Vernon, Stad New York, oajet a 71 vloaz. E bered Green-Wood e Brooklyn e voe beziet[4].

E doare an Hudson River School e voe oberennoù William Hart a-hed e remzad ; hollbouezus eo ar gouloù hag an aergelc'h en e zremmvroioù, dreist-holl bannoù heol a-veskell ha skeudoù er raktalennoù. (??

En e oberennoù diwezhañ e livas kalzik a chatal, un dodenn a gaver en Hudson River School ivez evit aroueziañ an darempred peoc'hus etre mab-den hag an natur. Plijout a rae ar stil d'an dastumerien, ken e veze kavet taolennoù chatal W. Hart, en hogos holl stalioù ma vezent gwerzhet diouzh ar c'hresk, hag e kazi holl zastumadoù prevez war aodoù reterel ar Stadoù-Unanet[5].

Gant e dresadennoù ivez eo bet brudet William Hart. Scene at Napanoch, Ulster County, New York a voe an oberenn bennañ en diskouezadeg aozet e 1883 gant rann an arzoù en New England Manufacturers' and Mechanics' Institute e Boston ; A Quiet Nook (1885) zo ur skouer all eus e ampartiz.

Taolennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) Chisholm. William Hart. Encyclopædia Britannica, levrenn 13. Cambridge : Cambridge University Press, 1910, p. 31. Kavet : 13 Here 23..
  2. Watercolor : livadurioù dre zour war baper ; gwelit dourliverezh.
  3. (en) 'National Gallery of Art'. Kavet : 13 Here 23.
  4. (en) 'Find A Grave'. Kavet : 13 Here 23.
  5. (en) Sheldon, G.W. American Painters. New York : D. Appleton & Co., 1879, p. 86. Kavet : 13 Here 23.