Mont d’an endalc’had

James Bouillé

Eus Wikipedia
James Bouillé
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJames Bouillé Kemmañ
Anv-bihanJames Kemmañ
Anv-familhBouillé Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 C'hwe 1894 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGwengamp Kemmañ
Deiziad ar marv22 Mez 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvPondi Kemmañ
Lec'h douaridigezhcemetery of Pordic Kemmañ
TadÉtienne Bouillé Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherarkitektour Kemmañ
Oberenn heverkChapel Koad Kev Kemmañ
Diellaouet gantdielloù-departamant Aodoù-an-Arvor, Departmental archives of Yvelines Kemmañ
LuskadUnvaniez ar Seiz Breur Kemmañ
Ezel eusConsultative Committee of Brittany Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right represented by CISAC-member Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

James Étienne Bouillé a zo ganet e Gwengamp (Bro-Dreger, Aodoù-an-Arvor) d'ar 14 a viz C'hwevrer 1894[1], ha marvet e Pondivi d'an 22 a viz Mezheven 1945.

Mab e oa da Étienne Bouillé, arzour, ha da Marie Augustine Ferrand. E-pad pell en deus renet e dad ur stal arz e Perroz-Gireg.

Studiañ a reas e Skol an Arzoù-kaer e Pariz betek ma voe galvet da vont da vrezeliñ e 1914.

Un tisavour breizhat brudet eo hag a oa liammet ouzh luskad arzourien ar Seizh Breur. Bez' e voe hemañ e penn luskad arzourien gristen an Droellenn. Krouet e voe an Atalier Breizhat a Arz kristen e 1929. Ennañ e kaver Langleiz (Xavier de Langlais), livour, Jules-Charles Le Bozec, kizeller, Désury, orfebour, an itron a bPlanhol evit an dilhad liderezh, an dimezell Ménard, mestr-gwerour.

Bez' e voe unan eus ar re a ijinas ar stumm ti anvet "nevezvreizhat". E-touez e oberennoù niverus ez eus meur a iliz pe chapel: Logivi-Plaeraneg, Chapel Koad Kev, chapel Skolaj Sant-Jozef Lannuon, hag ur savadur e Kampostal e Rostrenenn.

E 1941 e kemeras penn ar Bleun-Brug hag e voe anvet abalamour da se e Bodad Aliañ Breizh (Comité Consultatif de Bretagne).

Oberennoù lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • James Bouillé, Architecture Bretonne Moderne, Embannadur Romanance (41 pajenn), Pariz, 1936. (E Brezhoneg, Galleg, Alamaneg ha Saozneg)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Audaces et hésitations d'un militant : James Bouille. Pierre Mardaga - Liège. 1986. Catalogue de l'exposition : Modernité et régionalisme : Bretagne : 1918-1945. Daniel Le Couedic.
  • James Bouillé, Architecte breton, Anagrammes, 2006, J.R. Rotté
  • James Bouillé, architecte. L'Art en Bretagne. Conférence faite au Congrès panceltique, Kemper, Meurzh 9 a viz Gwengolo 1924, Embannadur : Brest, Moulerezh. 'la Dépêche' ; Dastumadenn 'Buhez Breiz' , 1924.
  • James Bouillé, architecte. De l'Art celtique et de l'utilité de son étude pour la création d'un art breton moderne, Embannadur : Brest, Moulerezh 'la Dépêche' ; Dastumadenn 'Buhez Breiz' , 1924. In-8, 24 p.
  • James Bouillé, architecte. L'Habitation bretonne, Pariz, Moulerezh. J. Dumoulin (Testennoù) ; Moulerezh. Catala frères (Tresadennoù) ; Embannadur Ch. Massin et Cie, 1926. (15 a viz C'hwevrer 1927.) In-4, 8 p. et 40 Tresadenn.

(fr) Atelier breton d'art chrétien (wikipedia gallek diwar-benn "an Droellenn")

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. [1] Akt ganedigezh, dielldi Aodoù-an-Arvor