Jón Arason

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Jón Arason, skeudenn en iliz-veur Hólar

Jón Arason (14847 a viz Du 1550) a oa un eskob katolik hag ur barzh eus Island. Lazhet e voe peogwir e klaskas enebiñ ouzh ar Disivoud protestant en e vro.

Dont a reas da vezañ beleg e 1504 hag eskob Hólar (unan eus eskoptioù Island) e 1522. Ne ouzer ket kalz traoù diwar-benn e vuhez diagent, met gouzout a reer e voe kaset da Norvegia evel misioner.

Ouzhpenn bezañ beleg e oa ur barzh, ha gantañ e voe degaset ar moullañ da Island ha savet an ti-moullañ kentañ e Hólar.

E 1537 e voe lakaet al luteregezh (kelennadurezh Martin Luther) da vezañ relijion ofisiel rouantelezh Danmark, gant ar roue Christian III. Stag e oa Island ouzh Danmark en amzer-hont ha klasket e voe lakaat kemend-all da c'hoarvezout eno ivez. Jón ne lakaas ket ar gelennadurezh nevez da dalvezout en e eskopti ha sevel a reas e vouezh a-enep. En eskopti all Island, eskopti Skálholt, e voe lakaet al luteregezh da dalvezout dre nerzh, e 1541, gant un arme deuet eus Island. Ur gwir vrezel a renas eskob Hólar e-pad meur a vloaz, ha katolik e chomas e eskopti betek 1550. E diskar-amzer ar bloavezh-se e voe prizoniet Jón Arason gant soudarded ar roue ha dibennet e voe ganto.

Eskob katolik diwezhañ Island e voe, betek savidigezh eskopti katolik Reykjavík, e 1923.