Skálholt
Neuz
Skálholt zo ur gêrig vihan eus Island e kumun Bláskógabyggð, e rannvro Suðurland.
Daoust ma n'eo ket gwall vras eo bet ur gêrig a bouez en istor ar vro. Adalek ar Grennamzer ha betek 1785 e oa, asambles gant Hólar, sez unan eus an eskoptioù a oa en Island, hag unan eus kreizennoù sevenadurel ha politikel ar vro. Skol gentañ ar vro a voe savet eno. Er bloavezh 1550 eo e Skálholt e voe lakaet d'ar marv eskob katolik diwezhañ Island, Jón Arason, eskob Hólar. Diwezhatoc'h, e 1784, e voe kaset an eskopti eus Skálholt da Reykjavík.