Isole Ponziane
Neuz
Inizi Ponziane |
An Isole Ponziane eo an enezeg italian e Mor Tirrenia, e pleg-mor Gaeta, ma kaver an inizi-mañ :
- Palmarola, ar gornokañ,
- Ponza, an hini vrasañ, a ro hec'h anv d'an enezeg,
- Zannone
- Isola di Gavi
Pelloc'h er gevred, div enezenn all, stag ouzh kumun Ventotene :
- Ventotene
- Santo Stefano.
Ponza ha Ventotene zo tud enno, pa n'eus den o chom er re all.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 537 e voe harluet eno ar pab Silverius.
Dilezet e voe an inizi er Grennamzer dre ma n'halled ket o difenn diouzh ar vorbreizherien arab. En XVIIIvet kantved e klaskas Rouantelezh Naplez o adtudañ.