Mont d’an endalc’had

Isabella d'Aragona (1470-1524)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Isabella di Napoli)

Poltred Isabella d'Aragona, gant ul livour dianav.
Poltred Isabella d'Aragona gant Giovanni Ambrogio de Predis, war-dro 1495-1499, National Gallery (Londrez)

Isabella di Aragona, Isabella d'Aragona en italianeg (Napoli, 2 a viz Here 1470idem, 11 a viz C'hwevrer 1524), a oa ur briñsez italian eus Rouantelezh Naplez, dugez Milano ha Bari.

Merc'h e oa da Alfonso II Naplez (1448-1495), roue Naplez, eus Tiegezh Trastamara, ha d'e bried Ippolita Maria Sforza (1446-1484). He mamm a oa merc'h da Francesco Sforza ha moereb da Gian Galeazzo Sforza (1469-1494), dug Milano.

Dimezet e voe e miz C'hwevrer 1489 da Gian Galeazzo Sforza, a oa kenderv dezhi, evit kadarnaat an emglev etre dugelezhioù Milano ha Naplez.

Mervel a reas he fried e 1494, pemp bloaz goude, pa oa-eñ 25 bloaz. Krediñ a reer e voe kontammet gant e eontr Ludovico Sforza, a voe anvet da zug neuze.

Tri bugel o doe Izabel ha Gian Galeazzo Sforza.

Meneget e veze Izabel evel an hini a oa poltredet gant Leonardo da Vinci (1452-1519) en e daolenn Mona Lisa. Lavaret ez eus bet ivez ec'h addimezas e kuzh da Leonardo da Vinci, hag o dije bet daou vab ha teir merc'h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • F. M. Vaglienti, Isabella d’Aragona, 2000,

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]