Inuktitut
Inuktitut (ᐃᓄᒃᑎᑐᑦ, Inuktitut, Inuttitut, Inuktitun, Inuinnaqtun, Inuttut) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Kanada |
Komzet gant : | 80 000 |
Familh-yezh : | Eskimoeg-aleuteg
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Nunavut, Nunavik, Tiriadoù ar Gwalarn, Douar-Nevez ha Labrador |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | iu, ik, kl |
ISO 639-2 | iku, ipk, kal |
ISO 639-3 | - |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An inuktitut (ᐃᓄᒃᑎᑐᑦ, lit. 'evel an Inuited') eo yezh an Inuited (Eskimoed). Ar yezh-se zo eus ar familh-yezhoù eskimo-aleousian.
Rannyezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gwirionez eo kentoc'h an inuktitut rannyezh an Inuited eus an Arktik-Reter e Kanada. Implijet e vez ar ger evit ar yezh en he fezh, peogwir eo-hi kentoc'h ur c'hontinuom rannyezhel eget ur yezh wirion ; ar c'hcontinuom-se a c'hall bout isrannet, dre vras, etre 16 seurt e 4 strollad:
- Inupiaq (norzh Alaska)
- Inuinnaqtun (kornôg Arktika kanadian)
- Inuktitut gwirion (reter Arktika kanadian)
- Kalaallisut pe Greunlandeg (Greunland).
Etre tout ez eus tro-dro da 80 000 a gomzerien inuktitut. Evit an inuktitut sellet e-giz ur rannyezh ez eus 20 000 anezho.
Ar rannyezh inuktitut a c'hall bout isrannet etre teir isrannyezh pennañ ha strolladoù a bep seurt:
- Keewatin - Komzet war aod-kornôg Bae Hudson.
- Baffin - Komzet e-barzh an enezennoù-norzh eus Bae Hudson, hag, e-giz ma lâr an anv, en Enez Baffin.
- Nunavik/Labrador - Komzet e-barzh kornôg Bae Hudson, e Nunavik, e norzh Kebek hag e Labrador.
Ar c'h-keewatin a vez tuet da chom mirouroc'h, o talc'hen an darn vrasañ eus ar strolladoù kensonennoù, padal ar rannyezhoù nunavik a vez radikaloc'h (da skouer: ar ger keewatin Inuktitut a vez klevet Inuttitut en nunavik).
Skiant ar yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kar eo d'ar yezh aleousian, asambles e reont ar familh eskimo-aleousian. N'eus ket gallet kavout kerentiaj a-bell ebet gant yezh all ebet, nemet ez eus tud hag a gred en defe an inuktitut liammoù gant ar yezhoù indo-european.
Geriaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Inuktitut, e-giz ar yezhoù eskimo-aleousian all, a zo ur seurt dibar a yezh aglutinativ hag a vez lâret yezhoù polisintetik: lakaat a ra asambles ur wrizienn hag un nebeud morfemou yezhadurel evit krouiñ gerioù bras ken-ha-ken, ster ur frazenn dezhe.
Ur perzh deurus eo an anvioù-tud. Lod a zo : 'Ujaraq' (roc'h), 'Nasak' (tog pe kabell), 'Tupiq' (stal), 'Qajaq' (kaiak), gerioù mod-se. Anoioù loened vez implijet ivez: 'Nanuq' (arzh polel), 'Uqalik' (gad artik)... Un trede rummad eo an anvioù-tud a ra dave d'ur perzh dibar eus ar c'horf. Da skouer, 'Itigaituk' (hep troad), 'Usuiituk' (hep kalc'h), 'Tulimak' (kostenn), traoù e-mod-se (E-giz Penneg, Troadeg e brezhoneg).
Gerioù evit "erc'h"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus ur richenn hag a lavar en defe an inuktitut un niver bras a c'herioù evit erc'h. N'eo ked gwir. Deuet eo an dra-se abalamour ma oa komprenet fall natur ar yezhoù polisintetik. E gwirionez ne gaver en inuktitut nemet un nebeud gwriziennoù evit "erc'h": 'qanik', "malzennoù-erc'h en aer", hag 'aput', "erc'h war an douar". Gant an daou-se e vez savet gerioù brasoc'h, gant afiksoù evit lâret pegement a erc'h ez eus, e-lec'h ma vez implijet e brezhoneg anvioù-gwan pe raganvioù.
Fonologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En inuktitut ez eus 15 kensonenn ha 3 vogalenn (hag a c'hall bout hir pe verr). Ar c'hensonennoù a vez distaget dre bemp lec'h-distagañ : — bilabial, alveolar, palatal, velar hag uvular, ha tri mod-distagañ.
Ar c'hensonnennoù a zo :
- p, t,k — ha n'int ket enanalet.
- q .
- v, l.
- j .
- g — .
- r .
- m, n.
- ng.
- s.
- ł. (kl) .
Hag ar vogalennoù :
- a .
- i .
- u .
Ma vez skrivet div wezh ur vogalenneo hiroc'h ar son.
Ar silabaer kanadian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar silabaer inuktitut implijet er C'hanada a zo diazezet war ar silabaer Cree, diazezet e-unan war ar silabaer Ojibwe. An daou a oa bet krouet gant ar missioner James Evans. Silabaer an inuktitut kanadian a oa degemeret gant an Inuit Cultural Institute in Canada er bloavezhioù 1970. An Inupiaq eus Alaska hag eus Greunland a ra gant al lizherenneg latin, pa vez implijet al lizherenneg kirillek gant an Inuited eus Sibiria.
Stad lezennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An inuktitut a zo yezh ofisiel e-barzh an tachennoù-mañ :
- Greunland - (Greunlandeg, da heul an daneg)
- Nunavut (Kanada) - (Inuktitut en Inuinnaqtun, da heul ar saozneg hag ar galleg)
- Tiriadoù ar Gwalarn (Kanada) - (Inuktitut, Inuinnaqtun hag Inuvialuktun, da heul ar Chipewyan, ar c'hCree, ar saozneg hag ar galleg, Gwich'in, Slavey, ha Tli Cho).
E Kebek, (Kanada), eo an inuktitut ar yezh ofisiel en deskadurezh e-barzh an distriktoù-skol inuit en Nunavik (norzh ar C'hebek).