Labrador

Eus Wikipedia

Pelec'h emañ Labrador e Kanada.

Labrador eo al lodenn gevandirel eus proviñs Douar-Nevez ha Labrador e Kanada. Dispartiet eo diouzh an Douar-Nevez gant Strizh-mor Belle-Isle. Distank-kaer eo an dud eno pa 'maint 26 364 a annezidi (2006) evit 269 073,3 km² — kement ha Bro-Italia —, ar pezh a ra ur stankter a 0,1 dre km². Happy Valley-Goose Bay eo ar gêr vrasañ.