João Fernandes Lavrador
João Fernandes Lavrador (1453 - 1505), a oa ur moraer hag ergerzher portugalat. Gantañ oa bet dizoloet ledenez Labrador.
Ul lizher-aotre en doe digant Manuel Iañ, roue Portugal, e 1498, da verdeiñ a-hed aod hanternoz Amerika, hervez Emglev Tordesillas.[1]
E 1498 eo e welas Fernandes, gant e genveajer Pêro de Barcelos, douar Labrador. Sevel a reas kartennoù eus aod mervent Greunland ha biz Norzhamerika e 1498 ha keloù a gement-se a gasas da Europa. Anvet e voent, a greder, Enez al Labrador ha Douar al Labrador (a zo Labrador hiriv), diwar e anv.
War gartennoù kentañ ar XVIvet kantved e weler un douar, er c'hornog da hini Greunland, anvet Terra Laurador, haTerra Laboratoris.
Pa zistroas eus Greunland ez eas da borzh Bristol hag eno e voe roet dezhañ ul lizher-merdeiñ gant ar roue Herri VII. E 1501 e savas an eor adarre Fernandes da vont da zizoleién douaroù nevez en anv Bro-Saoz. Goude-se ne voe keloù ebet anezhaén ken.
Anvet e voe da berc'henn an douaroù dizoloet gantañ, hag ar c'hentañ perc'henn europat e Labrador e voe.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kevin Major, As Near to Heaven by Sea: A History of Newfoundland and Labrador, 2001, ISBN 0-14-027864-8