Mont d’an endalc’had

Inizi Kergelenn

Eus Wikipedia
Ur pennad Enez Kergelenn zo ivez.
Inizi Kergelenn
Inizi Kergelenn gwelet eus an egor.
Inizi Kergelenn gwelet eus an egor.
Anv gallek Îles Kerguelen
Geografiezh
Lec'hiadur Meurvor Indez, plakenn Antarktika
Daveennoù lec'hiañ 49° 15′ S, 69° 10′ R
Gorread 7 215 km²
Niver a inizi 300
Inizi pennañ Douar Bras
Lein uhelañ Menez Ross (1 850 m)
Geologiezh Inizi tanveneziek
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Tiriad tramor Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs
Kumunioù Port-aux-Français
Statud Distrig an TAAF
Poblañs
Poblañs 120 ann. (2012)
Stankted 0,02 ann./km²
Titouroù all
Dizoloadenn 12 a viz C'hwevrer 1772 gant Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec
Gwerzhid-eur UTC+05:00
Lec'hienn ofisiel taaf.fr

Inizi Kergelenn a zo un enezeg e su Meurvor Indez. Unan eus Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs eo.

Dizoloet eo bet an inizi-se er XVIIIvet kantved gant ar moraer breton Erwan Jozef a Gergelenn a Drevareg.

Abaoe 1950 e talc'h ar Frañs un diazlec'h lojistikel, teknikel ha skiantel eno, e Port-aux-Français, gant ouzhpenn 100 den e-barzh.

Kartenn eus an inizi
Ledenez Rallier du Baty

7 215 km² a ya d'ober an enezeg, anezhi un enezenn vras — an Douar Bras (Grande Terre e galleg) — ha 300 enezenn hag enezennig bennak, tost-kenañ diouti. Un dornad enezegoù all a zo pelloc'hik evel an Inizi Koabrennek (îles Nuageuses) hag Inizi Leygues. Troc'h-diroc'h eo an aodoù gant plegoù-mor (ar Mor-bihan, baeoù (hini ar Valumetaerien, hini Choiseul, hini Gwaien...) hag oufoù niverus, hag ivez fjordoù. Menez Ross, ur menez-tan, eo al lec'h uhelañ (1 850 m).

An Douar Bras a zo dindan 6 675 km², ar pezh a ra 92 % eus an hollad: 150 km a hed a zo dezhañ a reter da gornaoueg, ha 120 km a norzh da su.

Loened ha plant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spesadoù degaset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel alies e seurt degouezh ez int deuet da vezañ aloubus, hag ur walenn eta evit ar spesadoù brosezat.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.