Infection (manga)
| Titl | インフェクション |
|---|---|
| Aozer | Toru Oikawa |
| Ti-embann | Kodansha Comics |
| Deiziad embann | 2 Kerzu 2015 |
| Bro orin | Japan |
| Yezh an oberenn pe an anv | japaneg |
| Bet embannet e | Magazine Pocket, Weekly Shōnen Magazine |
| Arvesterien pal | Shōnen |
| Infection | |
|---|---|
| Rummad | Seinen ecchi Gore |
| Doare | Seinen, gore Ecchi dreistbevañ |
| Manga Infection | |
| Senario | Oikawa Tôru |
| Treser | Oikawa Tôru |
| Embanner | |
| Rakembann | |
| Embann | 2015 - Bremañ |
| Levrennoù | 30 |
Infection (japaneg:インフェクション) zo ur manga doare dreistbevañ, spont hag ecchi. Er rummad Seinen e vez renket. Skrivet ha treset gant Oikawa Tôru hag embannet e Japan abaoe 2015. Embannet eo gant Kodansha e Japan (rakembannet en Shuukan Shounen Magazine ha goude-se en Magazine Pocket)
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komañs a ra an heuliad en ul lise e Sendai, Haruki Amamiya, krennard en eilvet klas, zo o komz eus e istorioù kalon gant e gamaladed. Yuzuru Takagi, Chika Kisaragi (lesanvet Ragi pe "c'hoar henañ"), Kasumi Masuda kannadez klas, ha Tsuyoshi Kojima. Abaoe pell zo eo troet Haruki gant Satsuki Samidare, met gwelet a ra anezhi evel ur c'hoar vihan hervezañ. E gamaladed o deus ur mennozh, bac'hañ an daou grennard en ur mirlec'h eus ar pleustrva. Ar gudenn a sav eo prennet Haruki er sal gant ur plac'h all, Kirara Isonami. N'en em glev ket an daou grennard tamm ebet. Tremen a ra an amzer hag e-serr dek munut e chomont stanket daou zevezh. Ur wech deuet a-benn da dec'hout diouzh ar sal e welont eo bet lazhadeget darn eus al liseidi ha troet reoù all da zombied. Ar re binimet zo goloet gant preñved hag a glask debriñ an dud manet bev pe binimañ anezho. Ret eo dezho chom bev bremañ en ur gêr leuniet gant dañjerioù liesseurt.