Seinen

Eus Wikipedia

Seinen (japaneg : 青年漫画) a lavarer eus mangaoù bet savet evit paotred etre 18 ha 30 vloaz. Lennerien' zo a c'hall bezañ koshoc'h, betek 40 vloaz. E japaneg e talvez seinen "paotr yaouank" pe "paotred yaouank". Ar rummad manga heñvel evit ar maouezed a zo anvet josei. 20th Century Boys, Blame!, Ghost in the Shell, Akira, Golgo 13 pe c'hoazh Hellsing a zo mangaoù seinen. Alies e vezont embannet e magazinoù ma kaver ar ger "young" en o zitl (Young Jump da skouer). Ultra Jump, Afternoon pe c'hoazh Big Comic a zo magazinoù manga seinen brudet.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flag of Japan.svg 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける Flag of Japan.svg