Ecchi

Eus Wikipedia
 Arabat eo droukveskañ Ecchi gant Hentai.

Panchira, diskouezet e vez bragoù bihan ar merc'hed, diabeg peurvuiañ.
Panchira, diskouezet e vez bragoù bihan ar merc'hed an darn an amzer diabeg eo. Eus an ecchi e vez graet ivez fan service rak lakaet e vez war-raok ar merc'hed evit degas lennerien paotred.

Ecchi (エッチ, etchi) zo ur ger japanek hag a dalvez kement ha « dizereat», « hudur » pe « lous ». E bro Japan e vez roet ur ster d'ar ger ur ster reizhel hag a c'hellfe bezañ troet evel « reizhel », « erotek » pe « pornografek ». Ar ger "ecchi" a zo ivez un doare da envel un doare manga pe tresadenn-vev japanat dreist-holl er C'hornôg.

kontrollerezh gant gouloù ouzhpennet evit kuzhat lodennoù eus ar skeudenn. Implijet e vez alies an doare-se evit an tresadennoù-bev japanat o tremen war ar skinwel. Live ar c'hwennat a gemm hervez ar chadennoù skinwel, a-wechoù war ar memes tresadenn-bev o tremen war chadennoù lies er memes mare.