Mont d’an endalc’had

Iliz Sant Edern (Lannedern)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Iliz Lannedern
karnel Lannedern

Porzh bered Lannedern a zo heverk tre dre savouriezh dispar e holl pezhioù.

  • An iliz a zo dediet da Sant Edern, ar memes hini en deus roet e anv d’ar barrez.
  • An tour iliz bet savet e 1606, a zo beget gant un tourig.
  • Ar porched (1626), dreist ivez, a zo bet meneget gant ar skrivagner Waquet, en e levr (art breton), lodet en deus anezhañ e-touez ar re gaerañ eus eskopti Kemper ha Leon, 26 anezho.
  • E diabarzh an iliz e weler delwennoù kozh ha dreist-holl ar re: Sant Edern war e garv boas, hag hini ur Pieta e maen greun kersanton.
  • Maen-bez kizellet Sant Edern (XIVvet kantved) ;
  • Ar garnel, e tu ar mervent, a ziskouez un nor, stumm an Azginivelezh dezhi, hag ivez pevar frenestr e-kreiz ar grommen gant « putti » a-us.
  • Kalvar ar vered (XVIIvet kantved) hervez Couffon, a zoug ivez delwenn Sant Edern war e garv mojennel.
  • Roll ar porchedoù klasel en eskopti Kemper ha Leon, 26 anezho :

Penn-ar-C'hrann (1553), Gwipavaz (1553), Landivizio (1554), Daoulaz (1556), Brasparzh (1581-1592), Lanhouarne (1582), Pleiben (1588-1591), Goulc'hen (1598), Sant-Tegoneg (1599), Bodiliz (1601), Landerne (1604), Gwimilio (1606), Plouedern (1609), an Treoù-Leon (1610), Tremaouezan (1610), Gwiglann (1615), Rosloc'hen (1620), Ploudiern (1624), Gouenoù (1642), Kommanna (1645), Lokmelar (1664), Plouziri (1665), Pleiber-Krist (1667), Beuzeg-ar-C'hab (1670), Plabenneg (1674).