Iliz-veur Kastell-Paol
MONUMANT ISTOREL |
---|
Iliz-Veur Sant-Paol-Aorelian a zo unan eus nav ilizoù-meur Breizh ha sez Eskopti kozh Bro-Leon, e Kastell-Paol. Un iliz-veur giz c’hotek eo. Ur vazilikenn a eil renk a vez graet anezhi ivez.
Dediet eo da bPaol Aorelian, genidik eus Kembre, sant patrom an iliz emañ e relegoù enni. Sellout a reer outañ evel eskob kentañ Eskopti Leon. Ouzhpenn 60 eskob a voe war e lerc’h en iliz-veur betek an Dispac’h Bras.
Iliz ar C’hemenn da Varia a voe war aspadennoù un iliz-veur roman eus an XIIvet kantved. Enni ez eus un nev heverk eus an XIIIvet kantved e maen-raz eus Caen, zo dibar pe dost e Breizh, hag ur c’heur e greunit eus ar XVvet kantved. An tour nerzh zo ennañ tri c’hloc’h en tu-hont da dri c’hantved, en o zouez ar c’hloc’h-boud koshañ eus Breizh, zo div donenn a bouez ennañ, hag a voe teuzet e 1563. Ar c’horzennoù, a sav betek 50 m diouzh an douar, zo eus dibenn ar XIVvet kantved. Deuet e oa an iliz-veur d’he ment pa oa bet ouzhpennet chapelioù-kazel dezhi er XVIvet kantved. 80 m eo an iliz-veur en he hirañ, 16 m hec’h uhelder dindan ar volz, 44 m he led etre ar c’hroazennoù.