Mont d’an endalc’had

Ieuan Wyn Jones

Eus Wikipedia
Rhodri Morgan ha Ieuan Wyn Jones.

Ieuan Wyn Jones (ganet d'an 22 a viz Mae 1949) zo ur politikour eus Kembre.

Eil Kentañ ministr Kembre evit ar mare.

Ganet eo bet e Dinbych, mab d'ur pastor badezour. Tremenet en deus e vugaleaj e Pontardawe hag e Bala. E studioù en deus graet e skol-veur Liverpool. Labouret en doa evel alvokad adalek 1974 betek 1987, pa voe dilennet da gannad e Ti ar C'humunioù evit Enez Môn.

Kadoriad ar strollad Plaid Cymru e voe etre 1980 ha 1982 hag etre 1990 ha 1992.

Kannad Sir Fôn e voe, en anv Plaid Cymru etre 1987 ha 2001. Dilennet e voe e Bodadenn Vroadel Kembre e miz Mae 1999. Dont a reas da vezañ prezidant Plaid Cymru war-lerc'h Dafydd Wigley. Goude votadeg 2003 e voe kemeret e lec'h gant Dafydd Iwan evel prezidant ar strollad ha dont a reas Ieuan Wyn Jones da vezañ rener kannaded Plaid Cymru er Vodadenn Vroadel. E 2007 e teuas da vezañ Eil Kentañ ministr Kembre er gouarnamant savet diwar un emglev etre Strollad al Labour ha Plaid Cymru.

E 2007 e voe anvet Ieuan Wyn Jones da "Bolitikour ar Bloavezh" gant BBC Kembre[1].

  1. "Jones takes top politician award", 5 Rhagfyr 2007. BBC